From Wikipedia, the free encyclopedia
Afrodite anadyomene ("Afrodite deuet e-maez an dour") eo mojenn ganedigezh an doueez en dour, livet gant arzourien evel Sandro Botticelli (1445-1510) e Ganedigezh Gwener.
Afrodite anadyomene a oa ur murlivadur brudet e Pompei, savet diwar unan kalz koshoc'h a oa bet graet gant al livour meur Apelles evit doare, hag a zo aet da get pell zo.
Diwar livadur Pompei a-raok ma voe peurzistrujet eo bet graet ar skeudenn a weler amañ.
Meneg eus livadur Apelles zo el levr Naturalis historiae gant Plinius Kozh, a gont e voe implijet Kampaspe, ur serc'h da Alesant Veur, evel patrom. Hervez Athenaeus e oa bet awenet al livour gant istor Frine, un hetaira brudet eus Hellaz, a yae da neuñvial en he noazh er mor da vare gouelioù relijiel Eleusis.
Degaset e voe livadur Apelles eus Hellaz da Roma gant Augustus, met en ur gwall stad e oa da vare Plinius. Sevel a ra roll gwellañ livadurioù Apelles hag e ra anv eus un daolenn all eus Gwener o sevel eus ar mor, dediet gant Augustus benniget e eñvor e bez Julius Caesar e adtad hag a zo anvet "Anadyomene" meulet e gwerzennoù hellenek evel oberennoù arall aloubet gant an amzer met disaotr o brud.
[1]
Hervez ar vojenn e savas Kronos a-enep e dad Ouranos, an oabl, hag e spazhas anezhañ hag e taolas e zivgell er mor, ma teuas sperius an eon-mor. Merc'h an oabl hag ar mor eo Afrodite eta.
Adalek ar XVvet kantved e savas c'hoant d'an arzourien, goude lenn ar pezh a skrivas Plinius, da geveziñ gant Apelles ha d'ober gwelloc'h ma c'hallent ; meur a Venus anadyomene a voe livet neuze :
Livadur Alexandre Cabanel (1823-1889), Ganedigezh Gwener a oa bet diskouezet e 1863 e Salon Pariz ha prenet gant Napoleon III evitañ e-unan.
E 1879 e voe echuet livadur William-Adolphe Bouguereau.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.