From Wikipedia, the free encyclopedia
Afrodite (Ἀφροδίτη / Aphrodítê) eo anv doueez ar c'hellid, ar garantez, ar plijadurezhioù, hag ar gened, en Henc'hres.
Klotañ a rae gant an doueez fenikian Astarte.
Venus a veze graet anezhi gant ar Romaned ; Gwener eo anv anv brezhonek. Ken brudet eo deuet an anv Venus da vezañ ma vez lakaet zoken war delwennoù hellazat, evel Venus Melos, a zo Afrodite Melos e gwirionez.
Div zremm he deus Afrodite rak bez' ez eo war un dro doueez plijadurioù ar c'horf ha doueez ar gened c'hlan.
En Henroma, Aprilis (Ebrel), pevarvet miz an deiziadur gregorian, a veze gouestlet da Venus.
Div vojenn disheñvel zo diwar-benn ganedigezh Afrodite.
Kaset e voe gant an Avelioù betek Kythera hag alese da Giprenez.
Dimezet e oa da Hefaistos, met doueed all a voe karet ganti.
Diwar-se e voe milliget Helios gant Afrodite, hag e holl ziskennidi d'e heul, da lavarout eo Pasifae hag he merc'hed Ariadna ha Fedra ; gwashaet e voe ar mallozh-se gant hini Poseidon a voe taolet war Minos, pried Pasifae ha tad da Ariadna ha Faedra.
Harozed ivez a voe karet gant Afrodite.
Eros hag e c'hevell Anteros a vez kontet da vezañ bugale dezhi, nemet hervez Hesiodos e oa Eros unan eus an doueed na oant ket bet ganet, penegwir e oa deuet eus ar C'haos.
Spouronus eo dial Afrodite. Evit mirout droug ouzh unan bennak n'eo het trec'h Hera dezhi : eben a vag gwarizi ouzh ar merc'hed arall, hi a sko gant ar re na zoujont ket outi, n'he servijont ket evel a zo dleet, pe a nac'h he servijout. Etre he daouarn n'eo ar merc'hed nemet binvioù da reiñ d'ar baotred.
Darn a vez diwallet ganti, ha ne garfent ket bezañ ! Elena an hini a glemme abalamour ma veze gwarezet ganti : « Na dichañsus on-me, emezi dezhi, setu adarre ouzh ma c'hostez, leun a soñjoù treitour ! »
Barnadenn Paris eo ar vojenn vrudetañ diwar-benn Afrodite, a ziskleir an abeg a voe da vrezel Troia.
Eris, a oa an doueez nemeti ha ne oa ket bet pedet da eured ar roue Peleüs hag an nimfenn Thetis, a daolas un aval-aour war daol ar banvez a oa skrivet warnañ « D'an hini gaerañ ».
Nac'h dibab a reas Zeus etre Hera, Athena hag Afrodite, an teir a zleje, gouez dezhañ, kaout an aval. Ha neuze an doueezed da c'houlenn digant Paris, mab Priam, priñs Troia, barn an tabut. Ha pep hini d'he zro da glask gennañ anezhañ. Ha Hera da brometiñ galloud kement hag ur roue, hag Athena klod er brezel, hag Afrodite kaerañ maouez a zo er bed. Ha Paris da zibab Afrodite ha goulenn Elena Troia evel priz, goude ma oa pried ar roue hellazat Menelaos. Skrapidigezh Elena gant Paris an hini a voe kaoz da vrezel Troia. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet an doueez gant Diomedes
|
|
Livet stank eo bet Afrodite, dindan hec'h anv latin dreist-holl. Kavet e vo livadurioù anezhi er pennadoù
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.