skrivagner brezhonek From Wikipedia, the free encyclopedia
Fañch Kerrain, ganet e 1938 e Kamlez, e Treger, zo bet kelenner prederouriezh e Kintin, Lannuon hag e Lise Diwan. Skrivet en deus pennadoù diwar-benn ar brederouriezh e-barzh Aber, Barr-Heol, Imbourc'h, Al Liamm, Pobl Vreizh hag Al Lanv. Priz Langleiz a zo bet roet dezhañ e 2014 evit e levrioù prederouriezh deuet er gouloù e 2013.
Brezhoneger a-vihanik eo, ha graet en deus e studioù e skolaj Sant-Jozef e Lannuon. Echu gantañ e studioù eil derez, e oa aet da gloerdi bras Sant-Brieg e-lec'h m'en doa graet pemp bloaz studi da vont da veleg. Goude-se e oa bet kaset da Angers d'ober studioù war ar brederouriezh e-ser bout beleg.
Echuet gantañ e studioù e 1966, e voe anvet da gelenner e kloerdi bihan Kintin, e-lec'h ma kelennas e-pad tri bloaz a-raok bezañ anvet e lise Bossuet e Lannuon. Un nebeud bloavezhioù goude e tilezas ar velegiezh hag e timezas gant Colette Vincent, hi ivez kelennerez war ar brezhoneg. E bloavezhioù diwezhañ e vuhez vicher e voe kinniget dezhañ mont da gelenn ar brederouriezh e brezhoneg da Lise Diwan er Releg-Kerhuon betek ar bloaz 2000 pa 'z eas war e leve.
Merket don e oa bet, pa oa e skolaj Sant-Jozef, gant ur beleg desket-bras ha speredet, an aotrou Pêr Bourdellez hag en doa digoret e spered dezhañ war gudenn Vreizh. Diwar e levezon ez eo deuet da vezañ ur broadelour breizhat. Kemeret en deus perzh da gentañ en aozadurioù sevenadurel. Adalek ma voe diazezet Skol an Emsav gant Youenn Olier e 1970, e labouras e-barzh ar framm-se betek ar bloaz 1975. Met ne oa ket gwell blijet gant ar spered kleizelour hag enep-broadelour a oa en em silet en aozadur da heul dispac'h Mae 68.
Er bloaz 1976 e kavas gwelloc'h kuitaat Skol an Emsav hag ober politikerezh. Emezelañ a reas en UDB, e-lec'h ma chomas un ugent bloavezh bennak, bet zoken e penn kevredad Treger-Goueloù e-pad eizh vloaz. Dilezet en deus ar strollad pa 'z eus bet goulennet digantañ mont da gelenn da zDiwan. Ezhomm en doa da gaout kalz a frankiz-spered hag a nerzh-kalon evit prientiñ al labour nevez a ranke pleustriñ warnañ.
Diwezhat a-walc'h ez eo en em lakaet da skrivañ. Evitañ da vezañ aet a-du gant ar re yaouank e-barzh Skol an Emsav, pa oa c'hoarvezet an disparti, en doa miret darempredoù mat gant Youenn Olier avat. Goude bezañ savet ur pennad enep ar strukturouriezh er gelaouenn Imbourc'h, pa oa an ideologiezh-se o ren er bloavezhioù 70, Youenn Olier a zalc'has warnañ, kement ha ken bihan, ma skrivas reoliek ur pennad war an temmad-mañ-temmad adalek 1985.
Ar pep pouezusañ eus e labour a gaver eta er gelaouenn Imbourc'h, war-bouez, marteze, ez int chomet da louediñ enni. Youenn Olier a felle dezhañ stourm evit ar feiz kristen hag, abalamour da se, embann da gentañ ar pennadoù relijiel. Evit Fañch Kerrain ez eus ur brederouriezh kristen, hogen diazezet eo war ar poell ha neket war ar feiz, petra bennak ma c'hall ergerzhout kement tachenn a zo, zoken hini ar relijion. Goude marv Youenn Olier, e kendalc'has da skrivañ pennadoù a bep seurt war Al Liamm, Al Lanv ha nevez 'zo war Aber.
Bez' emañ e penn Unvaniezh Bro-Dreger hag Eñvor Roparz Hemon. Bez’ ez eo ivez sekretour Skol Ober. E 2013 ez embannas daou levr a brederouriezh : Prederouriezh pe philo-sophia ha Keal Doue war-lerc'h Auschwitz.
Teir lodenn a gaver en e bennadoù :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.