From Wikipedia, the free encyclopedia
Skol Ober zo ur gevredigezh savet da reiñ kentelioù brezhoneg dre lizher hag a voe krouet diwar diviz ur strollad emsaverien kar-o-yezh goude ur vodadeg e liorzh presbital Gouezeg e miz Gouere 1931.
E 1932 e voe staliet Skol Ober e Douarnenez, e ti Marc'harid Gourlaouen, a voe renerez gant skoazell Frañsez Kervella betek 1987. Vefa de Bellaing a voe kentañ renerez ar gevredigezh, ha Riwanon Kervella a gemeras he fenn da-c'houde[1].
Digor eo ar c'hentelioù d'an holl dud a fell dezho kregiñ da studiañ pe wellaat o brezhoneg. Bez' e c'heller kregiñ pa garer. Heuliet e voe an doare-skrivañ a oa bet divizet gant ur bodad skrivagnerien bep tro : ar brezhoneg unvan (Emglev 1906) hag ar brezhoneg peurunvan (Emglev 1941).
Ar skolidi a gas o labour skrivet da reizhañ pa fell dezho. Heuliet e vez o labour gant pep a gelenner.
Gant ur 80 den a-youl-vat bennak e vez reizhet ar poelladennoù. Un darn anezho a c'hell difaziañ ar poelladennoù dre bostel.
Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol ; o labour a c'hell bezañ notennet pa vez a-du renerezh ar skol.
Embannet ez eus bet levrioùigoù evit steudadoù kentelioù zo, da skouer dornlevrioù kembraeg hag iwerzhoneg.
Skol Ober zo ezel eus ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg, bet krouet e 1958).
E 1937 e voe 3 live kentelioù a veze graet skol eus outo. Titlet e oa ar follennoù Kentelioù OBER. El liveoù 2 ha 3 e veze kelennet Lennegezh Vreizh, Istor Breizh ha Douaroniezh Breizh[2].
C'hwec'h rummad a yeas da sevel ar c'helc'hiad studioù. Levrioù-deskiñ a voe evit pep hini anezho.
Evit kregiñ gant ar brezhoneg e c'hall an dud dibab unan eus an hentennoù mañ :
Da zibab zo evit kenderc'hal da zeskiñ ar yezh :
Ul levr-studi hepken :
Ul levr-studi hepken ivez :
Da zibab zo etre daou levr :
Ul levr hepken :
E-pad hanter-kant vloaz e veze kinniget da neb a c'houlenne tremen arnodoù gant daou live : An Trec'h kentañ hag An Trec'h meur. Embannet e voe krouidigezh arnodenn an Trec'h e dibenn ar bloaz 1937[3].
Evit lakaat muioc'h a helebini etre ar re a fell d'ezo deski pe beurzeski ar brezoneg, OBER en deus savet eun arnodenn : an TREC'H, daou zerez ennañ[4].
Ne voe ket ret beza~~tremenet an Rec'h kkentañ evit tremen an Trec'h meur, na bezañ bet enskrivet e OBER evit tremen an an arnodennoù kennebeut. D'ar re a voe deuet brav gant an arnodennoù a veze roet un ardamezig anvet Ar Simbol dezho hag e voe graet simbolidi eus outo. Trec'hourien a veze graet eus ar Simbolidi, kelennerien OBER ha kement hini en kinniget eul bour tavoudus e brezoneg reiz[5]. Kasset e veze an teskadoù kentelioù d'ar skolidi hag, "adalek Pask 1938;;, d'an neb o goulenno (15 lur pep skol)".
Er penn-kentañ e veze aozet arnodennoù dre skrid ha dre gomz pep bloaz e meur a lec'h e Breizh hag e Pariz hag e oa ur prantad arnodennoù e miz Eost e Loperc'hed. Goude an Eil Brezel-bed e veze kempennet an aozadur lec'hel gant Kevredigezh an Deskadurezh nevez, kalz a gelennerien a-youl-vat enni[6].
An Trec'h kentañ a voe e bal broudañ an emstriverien da gresk o anaoudegezhioù diwar-benn Breizh (Istor, douaroniezh, yezh, traou nevez…). Aterset e vezent e galleg, met e oa da studiañ live kentañ ar yezh ha da gompren un destenn simpl e brezhoneg. Ur skrivadenn a voe d'ober. Ul levr brezhonek a voe merket evit e studiañ hag e dlee an arnodad lenn ur pennad a vouezh uhel. Ur pennad e brezhoneg a voe da sevel ivez.
E dibenn bloavezioù 50, pa felle dezho pennoù bras Kendalc'h degas muioc'h a spered breizhat en o yaouankizoù e embannjont ul levrig war brogram an arnodenn (Breiz hor bro, 1955)[7].
E brezhoneg nemetken e veze tremenet arnodenn an Trec'h meur gant div isarnodenn, un diviz gant ar juri hag lennadenn un destenn. Aterset e voe an arnodidi war danvez ar c'hentelioù war ar yezhadur brezhoneg, an troioù-lavar, Douaroniezh Breizh Istor Breizh ha Lennegezh Vreizh hag ar Jedoniezh.
Ret e voe sevel ur studiadenn war ur pennad-skrid ha un droidigezh diwar ar galleg, ar saozneg, an alamaneg pe an italineg hrevez c'hoant. Ul lennadenn e brzhoneg reizh pe direizh pe brezhoneg Gwened a voe goulennet ivez? Atersadennoù dre gomz war Istor ha Douaroniezh Breizh a voe ouzhpenn.
Evel en arnodoù ofisiel e veze roet d'an dremenidi un testeni gant menegoù (mat, mat a-walc'h, mat-tre) hag un ardamezig da vezañ douget war an dilhad.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.