From Wikipedia, the free encyclopedia
Bulgaria (e bulgareg България, LFE: /bɤlgˈariɤ/) a zo ur riez e gevred Europa. Harzoù he deus gant Turkia ha Gres er Su, Serbia ha Makedonia an Norzh er c'hornôg ha Roumania en Norzh. Er Reter emañ-hi war riblenn ar Mor Du.
Unaniezh Europa | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Република България Republika Bǎlgariya | |||||||
| |||||||
Kan broadel | Мила родино Mila rodino "Mammvro ger" | ||||||
Ger-stur | Съединението прави силата "Unaniezh a ra nerzh" | ||||||
Yezh ofisiel | Bulgareg | ||||||
Kêr-benn | Sofia | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
110 994 km² 2.16 | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
6 875 040(2021) 63/km² | ||||||
Prezidant | Georgi Parvanov | ||||||
Kentañ ministr | Kiril Petkov (Кирил Петков) | ||||||
Gouel broadel | 3 a viz Meurzh | ||||||
Moneiz | Lev | ||||||
Kod pellgomz | 359 | ||||||
Kenrouedad | .bg |
Anavezet eo evel bro ar Vulgared abaoe 661, ha gant se ez eo unan eus broioù koshañ Europa. Unan eus riezoù an AFNA eo. D'ar 1añ a viz Genver 2007 e oa deuet da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. Komzet e vez bulgareg gant an darn vuiañ eus an annezidi, met ur vinorelezh tud a gomz turkeg a zo ivez dre m'eo bet ar vro dindan beli an Impalaeriezh otoman tri gantved-pad.
E penn-kentañ ar VIIvet kantved ec'h antreas ur skourr eus ar Vulgared, bleniet gant Khan Asparuh, er Balkanoù. Eno en em veskjont gant meuriadoù slavek hag ar pezh a chome eus an Drased da grouiñ ar stad vulgar kentañ e 681. Ar stad slav kentañ en istor Europa e oa ivez.
Ur stad pouezus a oa an Impalaeriezh vulgar e-pad ar IXvet hag ar Xvet kantved ha stourm a reas ouzh Impalaeriezh Bizantion evit kontrollañ ar Balkanoù. Faezhet e voe, avat, gant ar Rused e 969 ha staget d'an Impalaeriezh vizantat gant Bazil II e 1018.
Adsavet e voe e 1185 hag ur galloud bras e kendalc'has da vezañ e-pad gantved. Stourm a rae ouzh Impalaeriezh Bizantion, Hungaria ha stadoù ar Groazidi e Gres. E penn ar XIVvet kantved e voe aloubet gant an Impalaeriezh otoman. Distrujet e oa ar rouantelezh neuze met un dornad tierniezhioù sujet a dreuzvevas. Un arnodenn dieubidigezh, bleniet gant Wladislaus III Polonia, a c'hwitas en Emgann Varna e 1444.
Un diernegezh vulgarat emren a voe adkrouet gant feur-skrid San Stefano d'an 3 ar viz Meurzh 1878 goude ar Brezel etre Rusia ha Turkia (1877-1878). Nac'het e voe ar feur-emglev gant ar galloudoù meur, avat. Aon o doa e servijfe ur stad slaveg vras er Balkanoù interestoù Rusia.
Gant feur-emglev Berlin (1878) e voe krouet un diernegezh emren hag en em astenne war Moesia ha rannvro Sofia, Alexander Battenberg a oa he ziern kentañ.
Evel-se e voe lakaet un harz da vennozh Bulgaria vras a vounte Rusia evit e sevel ha chom a rae meur a vulgareger dindan beli ar broioù nes. An darn vrasañ eus Trakia a yeas e dalc'h tiernegezh emren Roumelia ar Reter tra ma voe adroet ar peurrest da Durkia.
Goude hec'h unvaniezh gant Roumelia ar Reter e 1885 goude ar brezel serbek-bulgarek ez eas an diernegezh d'ur tsarelezh wir e 1908. He roue kentañ a oa Ferdinand Iañ Bulgaria en-doa kemeret ar galloud goude ma oa bet ret da Alexander Battenberg dilezel an tron.
Bulgaria a gemeras perzh er brezelioù balkanek e 1912 ha 1913. Strollet da gentañ gant Gres, Serbia ha Montenegro a-enep Turkia e stourmas ouzh he c'henstrollidi gozh ur bloavezh war-lerc'h. Goude he faezhedigezh e kollas Bulgaria ar pezh he doa gounezet ha Dobroudja ouzhpenn. E tu Alamagn edo e-pad ar Brezel-bed kentañ ha douaroù arall a gollas e 1918. Gant Alamagn en em gevredas e-pad an Eil Brezel-bed ivez ha pa ne gasas soudard ebet da Rusia.
Gant al Lu Ruz e oe aloubet Bulgaria e 1944 hag ur renadur komunour a voe staliet er vro. Hemañ a badas betek 1989 pa dennas kuit an Unaniezh Soviedel e skor. An diktatour komunour Todor Jivkov a zilezas ar galloud d'ar 10 a viz Du 1989. Hiziv eo Bulgaria un demokratelezh mod ar C'hornôg. Met he zremen d'un armerzh digor n'en deus ket graet kalz berzh, hag en tu-hont da 600 000 a Vulgariz o deus divroet.
Evit pemp bloavezh e vez dilennet prezidant Republik Bulgaria (Georgi Parvanov adalek ar 22 miz Genver 2002) hag ur wech hepken e c'hell bezañ adzilennet. Penn ar stad eo, hag arc'hpenn al lu. Penn ar C'huzul-kuzuliañ evit ar Surentez Vroadel ha daoust ma n'en deus ket gwir da reiñ lusk d'al lezennoù e c'hell goulenn ma vo adimbourc'het ul lezenn.
Kuzul ar vinistred a zo reolet gant ar ministr kentañ Sergey Stanichev adalek 17 a viz Eost 2005 hag a zo ar c'horf pennañ eus skourr-oberiant ar gouarnamant. 20 ministr a zo ennañ. Gant ar strollad brasañ er parlamant eo anvet ar ministr kentañ.
Ar c'hengevredad er galloud a zo kenaozet gant Ar Strollad Sokialour Bulgarat, an Emsav Broadel Simeon II hag an Emsav evit ar Gwirioù hag ar Frankizoù (strollad ar vinorelezh turkeger).
Ur gambr hepken a zo er parlamant broadel (pe Narodno Sabranie, 240 kannad enni. Evit pevar bloavezh ez int dilennet en ur voterezh kenfeurel. E pep proviñs e vez kinniget listennoù a zle dastum muioc'h eget 4% ma fell dezho kaout kannaded. E 2009 e c'hoarvezas an dilennadeg diwezhañ.
Votiñ a ra ar parlamant al lezennoù hag ar voujedenn-stad. Eñ eo a c'hell aotren ar brezel ha dilenn a ra ar ministr kentañ. Dleout a ra asantin da gasadeg soudarded er-maez Bulgaria ha gallout a ra diskar ar gouarnamant.
Pevar live en-deus ar frammadur-justis bulgarat :
Bez' ez eus ivez ur bennlez velestradurel ha lezioù milourel. Prezidanted al lez-torridigezh, hini ar bennlez velestradurel hag ar penn-prokulor a vez dilennet gant div drederenn eus izili ar Penn-kuzul-justis. Anvet e vezont gant prezidant ar Republik. Gant ar Penn-kuzul-justis eo melestret ar justis.
Ur Lez ar Vonreizh a zo karget da wiriañ e klot al lezennoù votet gant ar parlamant gant lezenn-diazez ar vro.
Proviñsoù Bulgaria |
Abaoe 1999 eo rannet Bulgaria e 28 oblast a denn o anv eus o c'hêr-benn. Renet ez int gant un rener proviñs anvet gant ar gouarnamant.
|
Darnoù eus ar rannvroioù klasel Trakia, Moesia, and Makedonia a endalc'h Bulgaria. Menezek eo mervent ar vro pa 'z eus div aradennad-venezioù pennañ : Rila ha Prin ha pelloc'h, war-du ar reter, ar Menezioù Rhodop, izeloc'h, met ec'honoc'h. Er Menezioù Rila emañ beg uhelañ ar vro : menez Musala, a dizh 2925 metr.
An Aradennad ar Balkanoù a red a-dreuz Bulgaria e hanternoz "Traoñien ar Roz". War-du ar gevred hag a-hed ar Mor Du e kavor un tir a blaenennoù ha torgennoù a red ag-he-zreuz an Danav, stêr pennañ ar vro. Ar Strumahag ar Varitsa er c'hreisteiz eo ar stêrioù bras arall.
Damgevandiriek eo an hinad gant goañvioù yen ha gleb ha hañvioù sec'h ha tomm.
Ar c'herioù pennañ eo :
Digreskiñ a reas kalz armerzh Bulgaria goude divodadur ar COMECOM e 1999, a zo e izili ur marc'had pouezus eviti. Ouzhpenn-se e ra kalz droug ar c'hastizoù a-enep Yougoslavia. Al live bevañ a gouezhas a 40% e-korf un nebeud bloavezhioù ha goude ur welladenn vihan e 1994 pa grogas adarre ar PBK ha ar c'hwezadur da zigresk, e voe un enkadenn vras e 1996. Da bignat adarre en deus kroget e 1997, avat, hag e 2004 en deus addizhet e live a 1990. War-dro 4% a gresk a vez bep bloaz gant an armerzh.
Hervez diouganoù armerzhel e tlefe ar c'hresk kenderc'hel er bloavezhioù da zont. Etre 5% ha 6% e telefe bezañ e 2006 a digreskiñ a zlefe an dilabour eus 11,5% da nebeutoc'h eget 10% e 2006.
Hervez niveradeg 2001 eo kenaozet poblañs Bulgaria gant Bulgariz dreist holl (83,9%), ha div vinorelezh vras : an Durked (9,4%) hag ar Romed (4,7%). 0,9% a ya d'ober minorelezhioù bihan : Rusianed, Armeniz, Vlac'hed, Yuzevien, Tatared Krimea, ha Karakchaned.
Mammyezh 84,8% eus ar boblañs eo ar bulgareg hag ar yezh ofisiel nemeti. Komzet e vez turkeg ha roumaneg ivez, avat.
War zigresk ec'h a poblañs Bulgaria abaoe dibenn ar bloavezhioù 1980 abalamour d'an divroadur. Hogozik an hanter eus ar vinorelezh turk a yeas kuit eus ar vro pa glaskas gouarnamant Todor Zhivkov d'o bulgarekaat. Goude diskar ar gomunouriezh o doa divroet kalz Bulgariz ur vicher vat ganto davet broioù ar C'hornôg ha da izel-tre eo aet ar feur-genel.
Er c'hroazhent etre ar C'hornôg ha ar Reter emañ Bulgaria. Kreizenn Europa slavat e oa e-pad ar Grennamzer hag ul levezon ment o do a skolioù Preslav ha Ohrid. Enno e voe ijinet ar skritur kirillek.
Brudet eo ar vro evit he sonerezh hengounel hag he mojennoù. Bez' eo ivez mammvro kanerien brudet (Nicolai Ghiaurov, Boris Christoff, Raina Kabaivanska, Ghena Dimitrova) hag azourien evel Christo Javacheff, Pascin, Vladimir Dimitrov.
Nav lec'hienn he deus Bulgaia war listenn ar Glad bedel. Div anezho a zo bezioù trasat e Sveshtari hag e Kazanlak. Teir a zo monumantoù eus ar Grennamzer ( Iliz Boyana, Manati Rila hag Ilizioù Ivanovo. Unan a zo ur gêr a-bezh : Nesebar. War al listenn e kaver ivez ar parkoù naturel Pirin ha Srebarna, ha bered-veur Varna.
E-pad ar goañv e c'heller pleudtriñ ar ski e Borovetz, Bansko ha Pamporovo. Un nebeud kêrioù kouronkañ ez eus war aodoù ar Mor Du. Ar re vrudetañ a zo : Sozopol, Nessebur, Golden Sands, Sunny Beach, Albena, St. Constantine & Helena. D'un dermen-veaj vrudet ez a Bulgaria a-drugarez da berzh he zraezh ha d'he frizioù hag a zo izeloc'h eget e broioù ar C'hornôg.
An darn vrasañ eus ar Vulgared a zo stag ouzh an Iliz ortodoks vulgar. Diazezet e voe e 870 gant ar batriark Kergustentin a anvas he fenn kentañ ha roas he zestennoù sakr dezhi. Dizalc'h eo abaoe 927. Patriarkiezh Bulgaria a voe krouet e 1870. Evel ar skourroù aral eus kristieniezh ar Reter eo-hi un iliz vroadel zieub hag un darn bouezus eus identelezh Bulgaria. Div wech en hec'h istor ez eas da sujet an Iliz ortodoks c'hresian : goude distrujadur an Impalaeriezh vulgar gentañ etre 1018 ha 1185 ha dindan an Impalaeriezh otoman etre 1396 ha 1878. Bewech e voe adsavet goude dieubidigezh ar vro. N'eus diforc'h teologel ebet etre hi hag ar peurrest eus kristieniezh ortodoks ar Reter. 6 552 000 a izili he doa an iliz e 2004 (82,6% eus ar boblañs), zoken ma n'eo ket relijiel-tre an dud desavet dindan ar gouarnamant komunour.
Relijionoù arall ez eus e Bulgaria, avat : an islam, ar gatoligiezh hag ar brotestantiezh. Erruet eo an islam e Bulgaria gant an durked er XIVvet kantved. Skignañ a reas etre ar XVvet hag ar XVIvet kantved a-drugarez d'an embroadeg durkat. Un darn vras eus ar Vulgared a gemmas o feiz ivez. E 1878, pa yeas da zieub ar vro, e oa muzulman 40% eus ar boblañs. An darn vrasañ o deus divroet, avat, hag e 2001 ne chome nemet 967 000 muzulman (12,2% ar boblañs) er vro.
E-pad ar XVIvet hag ar XVIIvet kantved e c'hounezas misionerien eus Roma un nebeud Bulgared d'ar gatoligiezh. Paulisiz e anver anezho ha war-dro 44 000 ez int hiziv. Enporzhiet e vo ar brotestantiezh gant misionerien amerikan 1857. War dro 42 000 protestant ez eus e Bulgaria hiziv.
Dek park bras zo e Bulgaria.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.