From Wikipedia, the free encyclopedia
Ariel Sharon (אריאל שרון Ariel Scheinermann diouzh e anv orin) a oa bet ganet d'ar 26 a viz C'hwevrer 1928 e Kfar Malal e-kichen Jaffa e Kefridi Breizh-Veur Palestina (bremañ e Stad Israel), ha marvet d'an 11 a viz Genver 2014 e Ramat Gan (Israel) goude ur c'homa eizh bloavezh.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Israel, Palestina fiziadour |
Anv e yezh-vamm an den | אריאל (אריק) שרון |
Anv ganedigezh | אריאל שיינרמן |
Anv-bihan | Ariel, Arik |
Anv-familh | Sharon |
Deiziad ganedigezh | 26 C'hwe 1928, 27 C'hwe 1928 |
Lec'h ganedigezh | Kfar Malal |
Deiziad ar marv | 11 Gen 2014 |
Lec'h ar marv | Ramat Gan |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | cerebral hemorrhage |
Lec'h douaridigezh | Giv'at ha-Kalaniyot |
Pried | Margalit Sharon, Lily Sharon |
Bugel | Omri Sharon, Gilad Sharon |
Yezh vamm | hebraeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, hebraeg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Kondaonet evit | embezzlement |
Micher | politiker, ofiser |
Bet war ar studi e | Hebrew University of Jerusalem, Tel Aviv University |
Lec'h labour | Jeruzalem, Havat Shikmim |
Deroù ar prantad labour | 1945 |
Strollad politikel | Kadima, Likoud, Shlomtzion |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2001 Israeli prime ministerial election |
Relijion | yuzevegezh |
Grad milourel | major jeneral |
Brezel | Suez Crisis, Brezel C'hwec'h Devezh, Yom Kippur War, 1948 Palestine War, War of Attrition |
Skour lu | Haganah |
Darvoud-alc'hwez | Panama Papers, Sabra and Shatila massacre, Qibya massacre |
Prizioù resevet | honorary doctor of the Bar-Ilan University |
Jeneral eo ha Kentañ Ministr Stad Israel eo bet etre ar 17 a viz C'hwevrer 2001 hag ar 14 a viz Ebrel 2006.
E 1942 e teuas da vezañ ezel eus ar Gadna, ul luskad damvilourel evit ar re yaouank ha war-lerc'h e teuas da vezañ ezel eus Haganah, un aozadur damvilourel kuzh.
E 1953 e voe krouet ar "c'hommandoioù 101" gantañ.
E 1956, e-pad brezel ar Sinai, e voe e penn an harzourien-lamm.
E 1967, e-pad brezel ar 6 devezh e oa e penn eus unan eus rannoù al lu a yeas d'ar Sinai. Brud spontus a zeuas dezhañ koulz e-touez ar soudarded hag er bobl.
E 1973 e voe dilennet er C'hneset war listenn al Likoud, ur strollad bet krouet gantañ. E miz Here e voe e penn rann an tankoù a aloubas kanol Suez e-pad brezel ar C'hippour.
A-drugarez dezhañ e c'hellas ur 25.000 trevadenner bennak ober o annez etre 1977 ha 1981.
E 1982 e oa ministr an Difenn. Rediet e voe trevadennerien Yamit gantañ da vont kuit. Ar re a nac'he a veze diskaret o zi.
Er memes bloavezh e kasas al lu da vont el Liban. Dindanañ e voe drouglazhet Palestiniz e kampoù Sabra ha Chatila. E zilez e voe rediet da reiñ.
E 1998 e voe anvet da Vinistr an Aferioù Diavaez.
E penn al Likoud ez eas goude an dilennadegoù kollet e miz Mae 1999.
D'ar 6 C'hwevrer 2001 ez eas da benn ar vro hag addilennet e voe d'an 28 Genver 2003.
Ur voger etre Sisjordania ha Jeruzalem a lakaas da sevel.
E 2004, goude marv Yasir Arafat e krogas da varc'hata gant penn nevez Palestina : Mahmoud Abbas. Divizout a reas dilezel bandenn Gaza. D'an 11 a viz Gwengolo 2005, ne oa trevadenner ebet ken eno.
Pa oa bet bec'h en e strollad e tivizas kuitaat al Likoud ha d'an 29 a viz Du 2005 e voe savet ur strollad nevez gantañ : Kadima (קדימה, "war-raok").
E penn ar sontadegoù e oa pa savas ennañ un diwadenn-empenn d'ar 5 Genver 2006 a redias anezhañ da chom a-sav.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.