From Wikipedia, the free encyclopedia
Alkmaar (distagañ :) a zo ur gumun e rannvro West-Friesland e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 31,22 km² eo gorread Alkmaar, hag d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 93 681 annezad enni. Brudet eo Alkmaar peogwir e vez aozet enni ur marc'had fourmaj, ma teu stank an douristed. Ar c'hêriadennoù, kêrioù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Alkmaar : Alkmaar, ul lodenn eus Koedijk, Overdie, Oudorp ha Omval. D'ar 1añ a viz Here 1972 eo e voe staget Oudorp ha tachadoù su Koedijk ha Sint Pancras ouzh Alkmaar[1]. Liammet eo an holl lec'hioù-se an eil re ouzh ar re all abaoe ma'z eus bet savet tiez etre dibenn ar bloavezhioù 1970 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. D'ar mare-se e voe tost lieskementet dre zaou poblañs Alkmaar.
Alkmaar | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Sturienn : Alcmaria victrix | |||||
An ti-kêr | |||||
Riez | Izelvroioù | ||||
Proviñs | Noord-Holland | ||||
Gorread • Hollad • Douar • Dour | 31,20 km² 29,26 km² 1,94 km² | ||||
Uhelder | 1 m | ||||
Poblañs hep kontoù doubl | 108 596 (31 MAE 18) | ||||
Stankder | 3 711 ann./km² | ||||
Kod post | 1800-1831 | ||||
Kod pellgomz | 072 | ||||
52° 38' 04" N - 4° 44' 47" R | |||||
Internet | www.alkmaar.nl |
Roudoù eus anv Alkmaar a zo bet kavet abred hag en Xvet kantved. Kreskiñ a reas ar gêriadenn, anavezet e voe evel kêr e 1254. Lodenn goshañ Alkmaar a zo diazezet war ur reuzeulenn-draezh, hag a servije da wareziñ an dud diouzh ar mor da vare ar Grennamzer. E-kichen Alkmaar e kaver ivez unan eus ar polderioù kentañ bet savet en Izelvroioù.
E 1573 e talc'has tud Alkmaar dirak tagadenn an arme spagnol kaset gant Fernando Álvarez de Toledo, 3e Dug Alba. Un darvoud a bouez eus Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz e voe, ha diwarnañ e voe savet an dro-lavar Bij Alkmaar begint de victorie ("En Alkmaar e krog an trec'h"). Bep bloaz e vez lidet an darvoud-se d'an deiz ma c'hoarvezas, da lavaret eo d'an 8 a viz Here.
E 1799, da vare brezelioù an Dispac'h gall, e voe kaset un arme enni Saozon ha Rusianed da dapout Alkmaar. Dont a rejont a-benn, met goude-se e voent trec'het e Emgann Castricum. Anvet eo trec'h "Alcmaer" gant ar C'hallaoued.
Noordhollandsch Kanaal a voe digoret e 1824, ha treuziñ a ra Alkmaar. E 1865 e voe savet an hent-houarn etre Alkmaar ha Den Helder hag an hini etre Alkmaar ha Haarlem e 1867.
E kuzul-kêr Alkmaar ez eus 37 dileuriad :
Ar gourhent A9 a ya eus Amsterdam da Alkmaar, ha goude-se betek Den Helder (N9). Trenioù a zo da vont da Den Helder, Hoorn, Zaandam, Amsterdam, Utrecht, Ede, Arnhem, Nijmegen, 's-Hertogenbosch, Eindhoven, Maastricht, Heerlen, Haarlem, Leiden ha Den Haag. Daou di-gar a zo en Alkmaar : ti-gar Alkmaar ha ti-gar norzh Alkmaar (Alkmaar Noord)
Marc'had fourmaj Alkmaar a vez er Waagplein, hag unan eus an darvoudoù a zesach ar muiañ a douristed en Izelvroioù eo. Diazezet eo deiziadoù ar marc'had war an hengoun : kregiñ a ra da Wener kentañ miz Ebrel hag ec'h echu da Wener diwezhañ miz Gwengolo. Bep Gwener vintin (10e00-12e30) e vez aozet an traoù en un doare hengounel. Goude bezañ stlaket o daouarn e krog ar werzherien hag an dougerien da bouezañ ar fourmaj. Fourmajoù eus ar vro eo a vez kavet en Alkmaar, ha n'eo ket fourmajoù brudetañ an Izelvroioù evel Edam pe Gouda. Unan eus pevar marc'had fourmaj hengounel a vez aozet bepred en Izelvroioù eo. Ne c'hall ket an dud prenañ fourmaj er marc'had peogwir eo kentoc'h un seurt abadenn da ziskouez d'an dud penaos e veze graet gwechall. Tro-dro avat, ez eus stalioù ma c'hallont kavout fourmajoù liesseurt, ha traoù all ivez.
Er Waag emañ ti-degemer an douristed ha Mirdi ar fourmaj. Ur c'harter ruz a zo en Achterdam, ha birvidik eo an traoù diouzh an noz en tavarnioù dirak marc'had ar fourmaj.
AZ (Alkmaar Zaanstreek) eo anvet skipailh mell-droad Alkmaar. Abaoe 2006 e c'hoari ar skipailh war an dachenn anvet DSB Stadion, ma c'haller degemer 17 000 arvester. AZ a c'hounezas an Eredivisie e 2008-2009. Kampionad mell-droad an Izelvroioù eo. Kampion mell-droad an Izelvroioù e voe ivez e 2008-2009.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.