Maastricht
From Wikipedia, the free encyclopedia
Maastricht (skrivet Maestricht gwechall, Mestreech e limbourgeg) zo kêr-benn proviñs Limburg, en Izelvroioù. Emañ war ribl kleiz ar stêr Meuse (Maas e nederlandeg), ha kêr vrasañ su an Izelvroioù eo. E 2011 e oa 121 050 a dud o chom enni.


Douaroniezh
Anv
Krennamzer uhel[1]
- Urbs Treiectinsis
- Treiectum (596)
- Civitas Treiectum (sened iliz Pariz, 614)
- Traiectum (669/670)
- Tiecto, Trecto, Triectu, Triecvo (pezhioù moneiz VIIvet)
- Oppidum Treiectinse (VIIIvet)
- Oppidum Treiiectense
- Triiecto
- Traioecto Castrum
- Trega (bedonier Ravenna, IV, 26)
Gerdarzh
Ardamezioù
Istor
Daoust d’ar roudoù roman splann-se ez eus tabut etre Maastricht ha Nijmegen da c’houzout pehini eo « ar gêr goshañ en Izelvroioù ». Tud Nijmegen a lavar e voe anavezet gwirioù d’o c’hêr gant ar Romaned, tra ma ne voe anavezet gwirioù Maastricht evel kêr nemet er Grennamzer. Sur eur koulskoude e oa annezet Maastricht, a-raok donedigezh ar Romaned, gant Kelted (Eburones).
Maastricht he deus kemeret plas Tongeren war dro ar VIvet kantved. Adalek 535, anvet eo an eskob Domitianus, lec'hiet e Maastricht ː episcopus ecclesiae Tongrorum quod et Traiecto[2].
Er Grennamzer, e oa renet Maastricht war un dro gant dug Brabant ha gant Priñs-Eskob Liège.
Chom a reas an traoù e-giz-se betek aloubidigezh ar C’hallaoued e 1794, goude ur seziz hag a badas 45 deiz. Goude-se, Maastricht a voe pennlec’h departamant ar Meuse-Inférieure, betek 1814.
War-lerc’h faezhidigezh Napoleon, en em gavas Maastricht e Rouantelezh Unanet an Izelvroioù e 1815. Goude an disparti etre Belgia hag an Izelvroioù e voe resisaet an harzoù etre an div vro e 1839 gant Emglev Londrez : Maastricht ha reter Limbourg, daoust dezho bezañ tostoc’h da Velgia e pep keñver, a voe lakaet en Izelvroioù. Abalamour m’emañ pell diouzh kreiz an Izelvroioù, en ur vroig paket etre Belgia hag Alamagn, eo chomet distag a-walc’h Maastricht diouzh ar peurrest eus an Izelvroioù, a-fet spered ha sevenadur.
Maastricht he deus roet hec’h anv d’ar feur-emglev war Unaniezh Europa, a voe sinet eno d’ar 7 a viz C'hwevrer 1992.
Kêrioù gevellet
Liammoù diavaez
- ti-kêr Maastricht (e nederlandeg)
- ti-kêr Maastricht (e saozneg)
- Burev an Touristerezh e nederlandeg, saozneg, galleg pe alamaneg
- Universiteit Maastricht (e nederlandeg hag e saozneg)
- Wikimaas Wiki diwar-benn Maastricht
Levrlennadur
- Nancy Gauthier, Régis de la Haye, Hansgerd Hellenkemper, Titus Panhuysen, Marie-Thérèse Raept-Charlier, Alain Vanderhoeven : Topographie chrétienne des cités de la Gaule, des origines au milieu du VIIIè siècle. XII. Province ecclésiastique de Cologne (Germania Secunda). De Boccard. 2002
Notennoù ha daveoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.