From Wikipedia, the free encyclopedia
John Winston Ono Lennon, anavezet evel John Lennon, bet ganet d’an 9 a viz Here 1940 e Liverpool ha drouklazhet d’an 8 a viz Kerzu 1980 e New York, a oa saver kanaouennoù, sonaozour, gitarour ha kaner er strollad The Beatles, strollad hollvrudet er bloavezhioù 1960 hag er sevenadur pop-rock.
Goude marevezh ar Beatles e labouras kalz John evit ar peoc’h gant e vaouez Yoko Ono hag ec'h enrollas meur a bladenn "solo" (e-unan), en o zouez ar bladenn vrudet "Imagine" .
Drouklazhet eo bet gant ur foll, Mark David Chapman, d’an 8 a viz Kerzu 1980 e New York, e traoñ an Dakota Building ma oa o chom. Koll a reas ar bed unan eus kanerien pennañ istor an XXvet kantved. 27 vloaz goude e varv, ez eo c’hoazh an enkorfadur eus emouestl kreñv ha pouezus an emsav peoc’hgarour Peace and Love eus ar bloavezhioù 70. Derc’hel a ra tud d’en em vodañ en enor dezhañ e New York, d’an 8 a viz Kerzu bep bloaz.
Mont a ra John Lennon da skol arzoù Liverpool. Sevel a ra darempredoù mignoniezh eno gant arzourien donezonet evel Stuart Sutcliffe. Kregiñ a ra da seniñ ar skiffle er gouelioù parrez bihan. Pitilh gant ar rock hag e idoloù, Buddy Holly, Chuck Berry, hag Elvis Presley, e sav ur strollad, the Quarrymen gant Pete Shotton, Nigel Walley hag Iwan Vaughan. hemañ ziwezhañ an hini eo a lakaas anezhañ e darempred gant Paul McCartney d'ar 6 a viz Even 1957 : Setu emgav kentañ daou soner donezonet-dreist na baouezint ken hiviziken da grouiñ a-heligentañ. Ul liamm all zo etre an daou waz yaouank : emaint o paouez koll o mamm o-daou.
Evit gwelet pladennrolladur ar Beatles, sellet ouzh Pladennrolladur ar Beatles.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.