From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur gêr ha distrig deuet da vezañ er pleustr un gonetezh abaoe freuz Kuzul-Kontelezh Merseyside e 1986, eo Liverpool (Lerpwl e kembraeg), e gwalarn Bro-Saoz. War ribloù aber ar stêr Mersey emañ. 439 473 annezer zo (ouzhpenn 1 milion en tolpad) enni. Al Liverpudlians a vez graet anezho en ur mod ofisiel met anvet vezont Scousers ivez.
E 2008 eo bet Kêr-benn Europa ar sevenadur war un dro gant Stavanger e Norvegia[1].
Eil porzh ezporzhiañ ar Rouantelezh-Unanet eo. Ar greanterezhioù a-bouez eo ar chanterioù bigi hag ab tangarrerezh gant Jaguar.
Strolladoù sonerezh brudet a zo genidik eus Liverpool : The Beatles, Frankie Goes to Hollywood, Echo and the bunnymen. Anv John Lennon zo bet roet da aerborzh ar gêr.
Bez' ez eus ul laz-seniñ filarmonek ivez.
Daou glub mell-droad zo er rummad kentañ saoz: c'hoari a ra Everton Football Club e Goodison Park ha Liverpool Football Club en Anfield. Liverpool Football Club (LFC) en deus 18 titl kampion Bro-Saoz ha pemp Kib Europa ar gluboù kampion pe Kevre Kampioned an UKEM. Bravañ roll al loreidi Bro-Saoz eo.
Liverpool a zo bet ur porzh diaz d'ar C'henwerzh tric'horniek a-fed ar gwerzhañ sklaved. E-pad pell ez eo bet lakaet war-raok evel ar porzh pennañ padal ez eo anat bremañ e oa porzh Rio de Janeiro.
Gevelliñ :
Kêrioù mignoned :
Gant New York (SUA), Riga (Latvia) ha Stavanger ( Norvegia) ez eus liammoù ivez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.