From Wikipedia, the free encyclopedia
Algernon Henry Blackwood, CBE, (14 a viz Meurzh 1869 – 10 a viz Kerzu 1951) a oa ur skrivagner saoz war dachenn ar skiant-faltazi, an euzh hag ar faltazi espar. Unan eus ar skrivagnerien strujusañ a-fet istorioù tasmantoù e voe en Istor an doare lennegezh diwezhañ-se.
Algernon Blackwood CBE | |
---|---|
![]() | |
Anv | Algernon Henry Blackwood |
Ganedigezh | 14 Meurzh 1869 Shooter's Hill, Kent Bro-Saoz |
Marv | 10 Kerzu 1951 London |
| |
Micher | Skrivagner |
Maread | 1908 – 1949 |
Doare | Skiant-faltazi Euzh Moliac'h espar |
E Shooter's Hill e gwalarn Kent (bremañ un distrig e gevred London) e voe ganet Algernon H. Blackwood d'ar 14 a viz Meurz 1869, mab da Sir Stevenson Arthur Blackwood, merour en ur burev post, ha da Harriet Dobbs, intañvez George Montagu, 6vet dug Manchester. Kristenien dibleg e oa e dud[1].
Adalek 1871, pa oa 2 vloaz, betek 1880 (11 vloaz) e vevas e Crayford Manor House, nepell diouzh e di genidik, hag e voe skoliet evel lojad e Wellington College e Crowthorne, e Berkshire. Pelloc'h pa oa ur c'hrennard anezhañ e voe kaset da studiañ en ur skol dalc'het gant Breuriezh Moravia er Schwarzwald, en Alamagn.
Pa oa 21 bloaz, e 1890, e lennas ul levr a-zivout ar voudaegezh ; adalek neuze e chomas dedennet-bras ganti ha gant prederouriezhioù all deuet eus ar Reter-Pellañ[1].
Er bloaz-se ivez en devoe ur yalc'had evit mont da Ganada da labourat en un atant ; eno e veras ul leti ivez e-pad c'hwezh miz hag alies e veze e bodadegoù an Toronto Theosophical Society, bet diazezet e 1891[2]. E Kanada edo c'hoazh pa droas istorioù diwar an alamaneg hag ar galleg[1]. Diwezhatoc'h ec'h eas da gelaouaer e New York evit an New York Evening Sun, e voe servijer en un ostaleri, diskouezer-giz, kazetenner evit The New York Times, sekretour prevez, den a aferioù ha kelenner biolin[3].
A-hed ar bloavezhioù war-lerc'h e voe ur skridarnodour evit mareadegoù. E deroù an XXvet kantved, pa oa tost da 40 vloaz, e tistroas da Vro-Saoz ma krogas da skrivañ istorioù a-zivout anadennoù dreistnatur ; evel ar skrivagner meur Charles Dickens ec'h emezelas er Ghost Club[4]. Berzh a eure gant e oberennoù, pa savas da nebeutañ dek dastumad istorioù berr a gontas diwezhatoc'h war skingomz ha skinwel ar BBC adalek 1934[1]. Ouzhpenn dezho e skrivas 14 romant, meur a levr evit ar vugale, ha pezhioù-c'hoari a voe c'hoariet hogen hep bezañ embannet.
Biskoazh ne zimezas Algernon Blackwood, a oa un den outañ e-unan[5]. Eveltañ eo e dudennoù : darn kevrinidi o vevañ serret, darn sportourien en natur ; pa ne oa ket beuzet e damkanioù ar voudaegezh pe ar Rozenn-Groaz e veze o skiañ pe o krapat war menezioù[3].
Unan eus izili an Hermetic Order of the Golden Dawn ("Urzh Hermezek ar Werelaouenn Alaouret" e voe[6].
The Willows ha The Wendigo eo oberennoù brudetañ A. Blackwood, a-douez un niver dianav a istorioù — ar skrivagner e-unan ne ouie ket, boas ma oa da skrivañ diwar c'houlenn berr ar gazetenn-mañ-kazetenn. Un niver bras a istorioù euzh a skrivas, hogen evit lakaat ur santad a zoujañs da sevel el lennerien hag al lennerezed kentoc'h eget evit o spontañ ; ar romantoù The Centaur (1911), Julius LeVallon (1916) hag e gendalc'h The Bright Messenger (1921) zo skouerioù mat eus kement-se. En ul lizher d'an istorour Peter Penzoldt e skrivas Algernon Blackwood:
My fundamental interest, I suppose, is signs and proofs of other powers that lie hidden in us all; the extension, in other words, of human faculty. So many of my stories, therefore, deal with extension of consciousness; speculative and imaginative treatment of possibilities outside our normal range of consciousness.... Also, all that happens in our universe is "natural"; under Law; but an extension of our so limited normal consciousness can reveal new, extra-ordinary powers etc., and the word "supernatural" seems the best word for treating these in fiction. I believe it possible for our consciousness to change and grow, and that with this change we may become aware of a new universe. A "change" in consciousness, in its type, I mean, is something more than a mere extension of what we already possess and know.
"Ar sinoù hag ar prouennoù eus galloudoù all a zo kuzhet ennomp holl eo ma atapi pennañ, a soñj din ; da lavaret eo an astenn d'ar galloud denel. Neuze, un niver bras eus ma istorioù a bled gant astenn an emskiant ; prederiañ en un doare tebouezel hag ijinus war galloudoù a c'hallfe bezañ e-maez skalfad reizh hon emskiant... Ivez, "naturel" eo kement a c'hoarvez en hon hollved ; hervez Lezenn ; met un astenn d'hon emskiant reizh ker bevennet a c'hell diskuliañ galloudoù nevez, dreistordinal hag all, hag ar ger "dreistnatur" a hañval bezañ ar ger gwellañ evit plediñ ganto er faltazi. Krediñ a ran e c'hall hon emskiant kemmañ ha kreskiñ, ha dre ar c'hemm-se e c'hellfemp dont da vezañ emskiant eus un hollved nevez. Ur "c'hemm" en emskiant, en e zoare, a fell din lavaret, zo un dra bennak muioc'h eget un astenn hepken eus ar pezh hon eus dija hag a ouzomp."[7]
D'an oad a 82 vloaz e varvas Algernon H. Blackwood d'an 10 a viz Kerzu 1951, goude meur a daol-kalon. Devet e voe e gorf e krematoriom Golders Green e London. Un nebeud sizhunvezhioù diwzezhatoc'h e voe kaset e ludu da Saanenmöser Pass en Alpoù suis, ma voent fiziet en avelioù e-touez ar menezioù en devoa karet kement.
Bloazioù al leurenniñ zo roet, rak biskoazh n'int bet embannet.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.