← Gwengolo → 1añ 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 Darvoudoù 1379 : penn-kentañ Emsavadeg ar c'hebell gwenn e Gent. 1634 : penn-kentañ Emgann Nördlingen (1634) (Brezel Tregont Vloaz). 1661 : lakaet ez eus harz war Nicolas Fouquet gant D'Artagnan. 1666 : dibenn Tan-gwall bras Londrez goude tri devezh. Distrujet ez eus 10 000 savadur e kêr-benn Bro-Saoz. 1695 : kodianañ a ra ar C'hallaoued e Seziz Namur (1695) (Brezel an Nav Bloaz). 1698 : savet ez eus tailhoù war ar re varvek gant Pêr Iañ (Rusia) ! 1725 : eured Loeiz XV (Bro-C'hall) ha Maria Leszczyńska e Fontainebleau. 1774 : penn-kentañ ar C'hentañ Kendalc'h kevandirel e Philadelphia. 1781 : Emgann bae Chesapeake. 1798 : deuet eo ar c'hoñje da vezañ ret dre al Lezenn Jourdan-Delbrel. 1800 : kouezhañ a ra Malta etre daouarn morlu Breizh-Veur, goude bezañ bet aloubet ur pennadig gant soudarded c’hall Napoleon Iañ. 1903 : dalc'het eo c'hwec'hvet kendalc'h Kevredigez Broadel Breiz e Lesneven : dibabet eo ar vBro goz ma zadou evel kan broadel Breizh d'an degouezh-mañ. 1915 : Emgann Kefken war ar Mor Du. 1915 : penn-kentañ Kuzuliadeg Zimmerwald (Suis). 1940 : eured Jean-Louis Barrault ha Madeleine Renaud. 1946 : Emglev Gruber-De Gasperi etre Aostria hag Italia, war statud emrenerezh Su Tirol. 1967 : skignet eo ar stirad skinwel saoznek The Prisoner war CTV Television Network evit ar wech kentañ. 1972 : drouklazhet ez eus izili eus skipailh olimpek Israel e München (Alamagn) da-geñver XXvet C'hoarioù olimpek hañv 1972. 1997 : dilennet eo Aten gant Poellgor etrebroadel olimpek bodet e Lausanne evit degemer an XXVIIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e 2004. Ganedigezhioù 1187 : Loeiz VIII (Bro-C'hall), roue Bro-C'hall. 1638 : Loeiz XIV (Bro-C'hall), roue bro-C'hall ha Navarra adalek 1643 betek e varv. 1704 : Maurice Quentin De La Tour, poltredour gall. 1731 : Charles Cornic du Chesne, marc'hadour ha kourser breizhat. 1735 : Johann Christian Bach, ograour ha sonaozer alaman. 1774 : Caspar David Friedrich, kentañ livour romantel alaman. 1791 : Giacomo Meyerbeer, sonaozour alaman. 1886 : Joseph Cadic, maer Noal-Pondi ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed e Noal-Pondi[1]. 1905 : Maurice Challe, nijer ha jeneral gall hag en devoa kemeret perzh e putsch ar jeneraled en Aljer e 1961. 1927 : Pierre-Yves Moign, sonaozour ha kelenner sonerezh breizhat. 1942 : Werner Herzog, aktour ha filmaozer alaman. 1946 : Freddie Mercury, kaner-sonaozer saoz, ezel eus ar strollad Queen. 1978 : Zhang Zhong, mestrc'hoarier echedoù sinaat. Marvioù 1201 : Konstanza, Dugez Breizh. 1803 : Pierre Choderlos de Laclos, milour ha skrivagner gall. 1838 : Charles Percier, kinklour ha tisavour gall. 1857 : Auguste Comte, prederour gall. 1914 : Charles Péguy, barzh, skridarnodour ha skrivagner gall. 1970 : Jochen Rindt, blenier kirri-tan redek aostrian. 1983 : Bernard Lancret, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1997 : Mamm Tereza, leanez katolik. Lidoù Sant an deiz : Sant Koneg Iliz katolik roman Sant Bertin, manac'h e Luxeuil hag eil abad abati Sant-Omer († 709) Notennoù ha daveennoù [1]Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993 Wikiwand - on Seamless Wikipedia browsing. On steroids.