From Wikipedia, the free encyclopedia
The Prisoner (Ar Prizoniad e brezhoneg) zo ur stirad skinwel breizhveuriat, krouet gant George Markstein ha Patrick McGoohan.
Goude bezañ bet diskouezet war CTV Television Network (Kanada) d'ar 5 a viz Gwengolo 1967 e voe skignet ar seitek pennad hanter-kant munutenn a ya d'ober ar stirad adalek an 29 a viz Gwengolo da-heul (war Associated Television, Bro-Saoz) betek ar 1añ a viz C'hwevrer 1968 :
Bet troet an darn vrasañ eus an darvoudoù e Portmeirion (ur gêriadenn e Kembre) e reas berzh bras The Prisoner, ma voe skignet en un toullad mat a vroioù all :
Dalc'het e voe roll an dudenn bennañ — hini ar Prizoniad — gant an aktour stadunanat-iwerzhonat Patrick McGoohan e-pad an holl bennadoù. Daou aktour all a voe gwelet meur a wech ivez : Angelo Muscat (ar mestr-ostaleri e servij Niverenn 2 ; pevarzek pennad) ha Peter Swanwick (ar goursellour ; eizh pennad). Niverenn 2 a oa un dudenn o tont ingal ; dre na zeue ket a-benn da gendrec'hiñ ar Prizionad da genlabourat gantañ e veze cheñchet da-geñver hogos pep pennad :
E Londrez. Emañ un den gant e hent d'ar gêr goude bezañ roet e zilez eus e vicher a boliser kuzh. Erruet en e ranndi e koll e anaoudegezh gant ar gaz bet c'hwezhet enni : dihuniñ a ra en ur gêr vihan hag a ziskouez bezañ ur prizon ha n'haller ket tec'hel dioutañ, miret ma vez neb a glask hen ober gant ur seurt c'hwezigell wenn vras ! Renet eo ar gêr iskis-se gant un den, Niverenn 2 e anv-dezhañ. Gouzout petra zo kaoz en deus roet Niverenn 6 — anv nevez ar Prizoniad — e zilez a glasko hennezh ober diehan. Ur mennozh hepken a chom e penn ar prizoniad nevez erruet : mont kuit diouzh e vac'h ar buanañ ar gwellañ dre n'eo ket evit gouzout gant piv eo bet paket : gant e genseurted kozh pe gant an enebourien a stourme oute n'eus ket pell 'zo c'hoaz...
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.