← Gwengolo → 1añ 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 Darvoudoù 1346 : penn-kentañ Seziz Calais (1346) (Brezel Kant Vloaz). 1774 : kavet eo Kaledonia-Nevez gant an ergerzher saoz James Cook. 1781 : krouidigezh Los Angeles e Kalifornia, gant ur strollad trevadennerien spagnol. 1797 : Taol-stad Fructidor. 1843 : beuzadenn Léopoldine Hugo (merc'h Victor Hugo) ha Charles Vaquerie (he gwaz) e Villequier (Seine-Maritime a-vremañ). 1870 : embannet eo an Trede Republik c'hall e Pariz. 1886 : daskor Geronimo, penn an Apacheed. 1911 : tapet rekord ar bed an uhelder (3 950 m) gant ar nijer gall Roland Garros goude dibradañ diouzh traezhenn Kankaven. 1914 : penn-kentañ Emgann Grand Couronné (Meurthe-et-Moselle). 1943 : lazhet eo Yann Bricler gant an Harzerezh e Kemper. 1972 : tapet eo e 7vet medalenn aour gant ar neuñver amerikan Mark Spitz en ur ober ar memes olimpiadenn (XXvet C'hoarioù olimpek hañv 1972 e München. 2012 : digoret ez eus teir skol Diwan nevez e Naoned, Pornizh ha Landivizio. Ganedigezhioù 1241 : Alesant III (Bro-Skos), roue Skos adalek 1249 betek e varv. 1563 : Wanli, 13vet Impalaer Sina Tierniezh Ming. 1768 : François-René de Chateaubriand, skrivagner gallek. 1775 : Yann-Frañsez ar Gonideg, yezhour ha geriadurour brezhonek. 1824 : Anton Bruckner, ograour ha sonaozour aostrian. 1861 : Erwan Vertou, skrivagner ha drouiz. 1891 : Fritz Todt, ijinour alaman nazi. 1892 : Darius Milhaud, aozour sonerezh klasel gall. 1896 : Antonin Artaud, aktour ha barzh gallek. 1908 : Dita Parlo, aktourez sinema alaman. 1912 : Bernard Lancret, aktour (c'hoariva ha sinema) gall. 1928 : Dominique Colonna, melldroader etrebroadel gall. 1981 : Beyoncé Knowles, kanerez stadunanat. Marvioù 1709 : Jean-François Regnard, skrivagner ha dramaour gall. 1784 : César-François Cassini, steredoniour ka kartennour gall. 1907 : Edvard Grieg, sonaozer norvegiat. 1946 : Régis-Marie-Joseph de l'Estourbeillon de la Garnache, kannad mirelour ar Mor-Bihan, saver Kevredigezh Broadel Breizh. 1963 : Robert Schuman, politikour gall. 1965 : Albert Schweitzer, mezeg ha misioner eus Elzas, tapet gantañ Priz Nobel ar Peoc'h. 1989 : Georges Simenon, skrivagner gallek eus Belgia. 1995 : Edmond Jouhaud, jeneral en aerlu gall hag unan eus pennoù putsch ar jeneraled en Aljer. 2020 : Annie Cordy, kanerez c'hallek eus Belgia. Lidoù Sant an deiz : Sant Berin Iliz katolik roman An Uheldad Moizez a embann an Dek Gourc'hemenn war Menez Sinai Sant Marino, bener-mein ha diagon italiat, penitiour war al lec'h ma voe savet ar gêr ha republik San Marino, (m. IVvet kantvet) Wikiwand - on Seamless Wikipedia browsing. On steroids.