An naziegezh eo ideologiezh faskour ar "Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman" (Nationalsozialistische Deutsche Arbeiterpartei), anvet ivez NSDAP pe ar Strollad Nazi, a oa renet gant e Führer ("rener") Adolf Hitler.
Iskevrennad eus | faskouriezh, Enepyuzevegezh, Ethnic supremacism |
---|---|
Deiziad kregiñ | 1920 |
Deiziad echuiñ | 8 Mae 1945 |
Pleustret gant | Nazi |
Alies e vez kaoz eus naziegezh pa reer meneg eus gouarnamant Alamagn etre 1933 ha 1945 ; eus an Trede Reich e komzer ivez. Dont a ra an anv eus an alamaneg Nationalsozialismus, NS e berr a-wechoù.
An dud a save a-du gant an ideologiezh nazi a grede er gouennoù hag a soñje dezho e oa ar « c'houenn arian » dreist an holl « c'houennoù » all.
Kreizennadur ar strollad
Biskoazh n'eus bet e strollad Adolf Hitler ur gelennadurezh resis diazezet war ar skiant, evel ma'z eo bet hini Karl Marx hag e heulierion Lenin, Stalin, Trotski, Pol Pot, Mao hag all.
En oberenn Hitler, Mein Kampf ("Ma stourm", 1925-1923), e kaver dreist-holl sorc'hennoù n'eus forzh peseurt riezelour dehouelour, penn-da-benn dre Europa, ha ne oant ket tezennoù skiantel pe vrizh-skiantel eztaolet fraezh, evel ma vez bepred er c'hontrol kredennoù ar stourmerion dianc'hwegonteizhat a ra dave da istor an emsav marksat abaoe 150 vloaz.
Klask a rae Alfred Rosenberg bezañ lakaet da bennideologour an NSDAP er bloavezhioù 1930, met goap a veze graet outañ gant ar pennoù bras nazi all, dreist-holl gant Goebbels.
N'eus ket bet evit gwir a strolladoù nazi ereet kenetrezo en ur framm politikel kreizennet, evel ma oa ar strolladoù komunour dre ar bed d'ur mare.
Diazezet e oa ideologiezh an NSDAP war ar poentoù-mañ :
- Blut und Boden ("gwad ha douar") : gouennelouriezh hag aloubiñ broioù amezek ;
- Volksgemeinschaft ("Kumuniezh ar bobl a-bezh") : lakaat fin dre nerzh d'an holl stourmoù politikel ha klasel ;
- Rassenkampf ("Stourm gouennel" ): enepyuzevegezh hag enepslavegezh dreist-holl, koulz ha diouennañ an dud siet (Eutanaziezh T-4) hag an dud heñvelrevel.
- Führerstaat ("Stad sturierezhel" ): diktatouriezh hollek un den, da lavarout eo Adolf Hitler.
Koulskoude e oa divizet ul lodenn vras eus politikerezh ar gouarnamant nazi en un doare ad hoc, hag alies a-walc'h e veze tabutoù hiniennel etre pennoù-bras an Trede Reich.
Levrlennadur
- Hannah Arendt : The Origins of Totalitarianism (1951) – (fr) Les Origines du totalitarisme, Gallimard, 2002 (ISBN 978-2-07-075804-3)
- Ian Kershaw, Qu'est-ce que le nazisme ?, Gallimard, 1997 (ISBN 978-2-07-040351-6)
Aozadurioù nazi |
---|
Strollad Nazi • Sturmabteilung (SA) • Schutzstaffel (SS) • Yaouankizoù hitlerour |
Naziegezh en istor |
Alamagn nazi • Ez-Nazied • Kendalc'h Nürnberg • Kerzh Hitler d'ar galloud • Kronologiezh deroù an Naziegezh • Loskaberzh • Neveznaziegezh • Nozvezh ar C'hontilli Hir • Nozvezh Strink • Prosez Nürnberg |
Ideologiezh Nazi |
Gleichschaltung • Kevrinegezh nazi • Kredennoù politikel Hitler • Luskad Völkisch • Mein Kampf • Programm nazi • Propaganda Nazi • Tisavouriezh Nazi |
Naziegezh ha gouenn |
Arnodennoù nazi war an dud • Eugenouriezh nazi • Naziegezh ha Relijion • Mezeien nazi • Naziegezh ha ''gouenn'' • Politikerezh gouennel Alamagn nazi • Prosez ar vezeien |
Strolladoù politikel ha luskadoù nazi e-maez Alamagn |
German American Bund • Nasjonal Samling • Nationaal-Socialistische Beweging • National Socialist Bloc • National Socialist League • Parti national social chrétien |
Dodennoù kar |
Geriaoueg an Trede Reich • Neonaziegezh |
Listennoù |
Levrioù Adolf Hitler • Nazied kozh bet kreñv o levezon goude 1945 • Nazied vev • Prezegennoù Adolf Hitler • Renerien ha pennadurezhioù ar strollad nazi • Roll SSed |
|
Porched ar politikerezh |
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.