Krogit e-barzh! Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ. Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Fedoù berr-ha-berr Deiziad krouiñ, Anv er yezh a orin ...
An SS a voe krouet d'ar 4 Ebrel e München, e 1925, evel gward personel Adolf Hitler.[1] Staliet e oa penn an aozadur er straet Prinz-Albrecht (Hiriv: Niederkirchnerstraße), e Berlin. Da gentañ e oa ur skourr eus ar Sturmabteilung (SA) a-raok mont da vezañ polis-diabarzh ar strollad, renet hag meret gant Heinrich Himmler a-c'houde 1929.
Ne oa ket muioc'h a 280 ezel pa zegouezhas Himmler e penn ar strollad, hogen ar c'hoskor a greskas buan betek tizhout 209 000 ezel e 1933 pa arruas ar strollad e penn ar galloud. Ur skourr milourel a zo bet krouet e tarzh an eil brezel bed, añvet ar Waffen-SS.
Ar re SS o devoa savet o simboloù dezho gant lidoù, renkoù, unwiskoù evit diforc'hiañ anezho diouzh an holl aozadurioù Nazi all ha diouzh ar Stad Alaman. A-raok 1929, an SS a zouge ar memes unwisk gell evit re an SA. Ar c'hemm nemetañ a oa ur gravatenn zu hag ur gasketenn memes liv gant simbol an Totenkopf (penn marv) hag ar simboloù eskern ha klopenn. Ret e oa bet gortoz 1932 evit ma vefe douget ganto unwiskoù du nemetken. E 1935, an aozadurioù stummañ stourm e SS a groge da implij unwiskoù griz-gell (feldgrau) evit ar vuhez a pemdez. An SS o devoa bet savet o unwiskoù stourm dezho o-unan, ar re-se a oa modern-tre evit ar mare hag a chom un awen hiziv-an-deiz c'hoazh evit an unwiskoù dreist-holl en Alamagn hag Europa. Ar re gentañ e oant bet o ijinañ mantili hag unwiskoù tok-houarn a c'helle bezañ cheñchet tu evit kaout meur a douellaozadur gant ar memes unwisk. An unwiskoù a oa bet savet gant aotreoù ispisial e kantadoù a embregerezhioù disheñvel. Ul lod eus al labourerien a oa bet prizonidi brezel rediet da labourat. Kalz unwiskoù a voe savet er c'hampoù-bac'h a feur ma rede an Eil Brezel-bed hag e vanke dornoù labour.
Hitler hag an NSDAP a oa mestr war ar simboloù evit badaouiñ pe kendrec'hiñ bras an dud.
Alamagn nazi • Ez-Nazied • Kendalc'h Nürnberg • Kerzh Hitler d'ar galloud • Kronologiezh deroù an Naziegezh • Loskaberzh • Neveznaziegezh • Nozvezh ar C'hontilli Hir • Nozvezh Strink • Prosez Nürnberg
Ideologiezh Nazi
Gleichschaltung • Kevrinegezh nazi • Kredennoù politikel Hitler • Luskad Völkisch • Mein Kampf • Programm nazi • Propaganda Nazi • Tisavouriezh Nazi
Naziegezh ha gouenn
Arnodennoù nazi war an dud • Eugenouriezh nazi • Naziegezh ha Relijion • Mezeien nazi • Naziegezh ha ''gouenn'' • Politikerezh gouennel Alamagn nazi • Prosez ar vezeien
Strolladoù politikel ha luskadoù nazi e-maez Alamagn
German American Bund • Nasjonal Samling • Nationaal-Socialistische Beweging • National Socialist Bloc • National Socialist League • Parti national social chrétien
Dodennoù kar
Geriaoueg an Trede Reich • Neonaziegezh
Listennoù
Levrioù Adolf Hitler • Nazied kozh bet kreñv o levezon goude 1945 • Nazied vev • Prezegennoù Adolf Hitler • Renerien ha pennadurezhioù ar strollad nazi • Roll SSed