From Wikipedia, the free encyclopedia
Stefan Wul a oa anv-pluenn ar skrivagner gall skiant-faltazi Pierre Pairault (Pariz, 27 a viz Meurzh 1922 – 26 a viz Du 2003). Brudet eo dre e romantoù dreist-holl ; aozer istorioù berr e oa ivez, hag embannet en devoa dastumadoù barzhonegoù awenet gant an SF bepred.
Un anv-pluenn all en devoa, « Lionel Hudson »[1].
E Pariz e 1922 e voe ganet Pierre Pairault. Er skol dija e skrive istorioù, a lenne dirak e gamaladed kent o gwerzhañ dezho evit ur gwenneg. Goude tapet gantañ e vachelouriezh war ar brederouriezh e 1940 e voe dizaliet gant e dad da studiañ al lennegezh. War-zu ar vezegiezh e troas neuze, hag e diwezh an Eil Brezel-bed e 1945 e voe diplomet evel dentour.
Goude eurediñ e 1951 e kuitaas Pariz e 1952 d'en em staliañ gant e wreg en Eure e Normandi.
E-kichen e vicher a zentour e skrive P. Pairault istorioù polis, hep ober berzh avat. Goude klevet e wreg o klemm abalamour d'ur romant skiant-faltazi he devoa kavet fall e tivizas skrivañ unan eviti... hag 11 romant a voe embannet adalek 1956 betek 1959 en dastumad hollvrudet Anticipation e ti Fleuve noir dindan ar sinadur « Stefan Wul », diwar anv un ijinour atomour rus[2]. Berzh bras a reas oberennoù Stefan Wul, petra bennak ma veze disprizet an SF er mare-se[3].
E-keit-se e veajas dre Alamagn, Breizh-Veur, Egipt, Maroko, Spagn, Tunizia ha Turkia[4].
Hep raktres na neudenn vlein e laboure Stefan Wul : diwar ur mennozh e voulc'he skrivañ, ha tamm-ha-tamm e tiorroe an istor. Ouzhpenn skrivañ e kemere perzh e skeudenniñ goloioù e levrioù, a vrastrese kent o c'has d'an embanner.
E 1977, triwec'h vloaz goude e levr diwezhañ, ez embannas un daouzekvet romant. Da oberennoù klasel e bed ar skiant-faltazi gallek eo troet oberennoù Stefan Wul. E eil romant avat, Niourk (1957), zo chomet e bennoberenn.
|
|
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.