From Wikipedia, the free encyclopedia
Republik Turkia (turkeg : Türkiye Cumhuriyeti), Turkia ent-berr, « Turki » hervez an anv istorel e brezhoneg[1], zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.
Türkiye Cumhuriyeti | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel İstiklâl Marşı "Ton-bale an Dizalc'hidigezh" Gouel broadel 29 a viz Here | |||||
Melestradur | |||||
Dizalc'hidigezh | 29 Here 1923 | ||||
Bonreizh nevesañ | 9 Du 1982 | ||||
Kêr-benn | Ankara | ||||
Gouarnamant | Republik vonreizhel | ||||
Prezidant | Recep Tayyip Erdoğan (28 Eost 2014 →) | ||||
Yezh ofisiel | Turkeg | ||||
Moneiz | Lira (₺) (TRY) | ||||
Gwerzhid-eur | UTC+3 | ||||
Kod pellgomz | +90 | ||||
Kod ISO 3166 | TR | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread | 783 356 km² | ||||
Poblañs | 83 614 362 (31/12/2020)[n 1] | ||||
Stankter | 107 | ||||
Internet | .tr | ||||
Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.
Republik Turkia a zo he sistem politikel hini ur republik demokratel, laik ha bonreizhel hag a zo bet staliet e 1923. Ezel eus an ABU, an AFNA, an AESD, ar C'hengor muzulman ha Kuzul Europa eo. E 2005 he deus kroget kenvreutaerezhioù evit dont da vezañ ezel eus Unaniezh Europa. En Ankara (anv kozh gresianek : Ankira, Ἄγκυρα) emañ he c'hêr-benn.
Evit mareadoù kent d'ar republik, sell ouzh : Azia-Vihanañ, Hittited, Troia, Lidia, Frijia, Karia, Kilikia, Pergam, Rouantelezh ar Pontos, Galated, Impalaeriezh roman ar Reter, Impalaeriezh otoman
Republik Turkia a zo bet staliet d'an 29 a viz Here 1923 war lodenn greiz an Impalaeriezh otoman a oa bet trec'het er Brezel-bed kentañ ha kollet meur a diriad ganti. Orin Turkia, e-keñver he yezh hag he relijion vuzulman, a vez gwelet adalek donedigezh an Durked e Anatolia an XIvet kantved. Ur bobl war varc'h renet gant ar Seljoukourien, anv o friñsed, e oa. Rummad-roueed an Otomaned a renas anezho e diwezh an XIIIvet kantved hag e kreskjont an impalaeriezh otoman diwar goust hini Kêrgustentin e 1453. E 1929 e krogas Mustafa Kemal Atatürk gant brezel an Dizalc'h betek embann ar republik e 1923. Ur milour ha penn al luskad politikel, an Durked yaouank, e oa Mustafa Kemal (lesanvet Atatürk) gant ur mennozh sklaer : modernaat e vro ha lakaat anezhi da vezañ kevatal d'ar broioù diorroet a wele en Europa.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.