Turkia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Republik Turkia (turkeg : Türkiye Cumhuriyeti), Turkia ent-berr, « Turki » hervez an anv istorel e brezhoneg[1], zo ur riez daougevandirel, he lodenn vrasañ en Azia-Vihanañ ha 3% anezhi e takad ar Balkanoù en Europa. En em ledañ a ra a bep tu d'ul lec'h strategel-kenañ, strizh-mor ar Bosfor, etre Mor Egea hag ar Mor Du, da lavarout eo gevred Europa ha mervent Azia. E ledenez Anatolia emañ an darn vrasañ eus he douaroù eta.
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Türkiye Cumhuriyeti | |||||
---|---|---|---|---|---|
| |||||
Kan broadel İstiklâl Marşı "Ton-bale an Dizalc'hidigezh" Gouel broadel 29 a viz Here | |||||
Melestradur | |||||
Dizalc'hidigezh | 29 Here 1923 | ||||
Bonreizh nevesañ | 9 Du 1982 | ||||
Kêr-benn | Ankara | ||||
Gouarnamant | Republik vonreizhel | ||||
Prezidant | Recep Tayyip Erdoğan (28 Eost 2014 →) | ||||
Yezh ofisiel | Turkeg | ||||
Moneiz | Lira (₺) (TRY) | ||||
Gwerzhid-eur | UTC+3 | ||||
Kod pellgomz | +90 | ||||
Kod ISO 3166 | TR | ||||
Douaroniezh | |||||
Gorread | 783 356 km² | ||||
Poblañs | 83 614 362 (31/12/2020)[n 1] | ||||
Stankter | 107 | ||||
Internet | .tr | ||||
Ur c'hroashent etre hentoù meur Europa hag Azia eo Turkia, hentoù war zouar ha war vor, ken eo bet un annez evit meur a sevenadur, ul lec'h evit meur a emgann hag ur greizenn genwerzhel eus ar re bouezusañ. Eizh riez a vez kavet tro-dro dezhi : Bro-C'hres ha Bulgaria er Gwalarn, Jorjia, Armenia hag Azerbaidjan (ezklozadur Nac'hitchevan) er Biz hag Iraq ha Siria er Gevred. En Henamzer eo bet tiriad Turkia ha tiriadoù tro-war-dro annez un impalaeriezh vras, hini Bizantion, he c'hêr-benn Kergustentin diazezet war riblennoù strizh-mor ar Bosfor.