From Wikipedia, the free encyclopedia
Ankara, (bet anvet Angora hag Ankiros en Henamzer), e Anatolia kreiz, a zo kêr-benn Durkia hag eil kêr vrasañ ar vro goude Istanbul. Emañ prefeti proviñs Ankara enni ivez. Ankaraiz a vez graet eus hec'h annezidi. P'emañ Ankara e uhelded 938 metr[1] eo kevandirel an hin gant ur goañv yen-tre ha kalz a erc'h o kouezhañ hag un hañv tomm ha sec'h. Ul linenn metro hag ul linenn metro bihan (an "Ankaray") a zo bet staliet. Kavet e vez enni traoù modern ha traoù kozh (aspadennoù roman hag ur c'hreñvlec'h bizantiat). Poblañs (2005) : 5 153 000.
Kêr-benn Durkia eo deuet da vezañ ar gêr d'ar 1añ a viz Gouere 1923 e-lec'h Istanbul a oa bet hini an impalaeriezh otoman, nebeut amzer a-raok ma voe embannet Republik Turkia gant Mustafa Kemal Atatürk.
Eus anv kozh ar gêr e teu an termen angora.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.