![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3a/Lao_Tzu_-_Project_Gutenberg_eText_15250.jpg/640px-Lao_Tzu_-_Project_Gutenberg_eText_15250.jpg&w=640&q=50)
Lao Zi
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lao Zi ( 老子, pinyin Lǎo Zǐ, ÉFEO[1] Lao-Tseu, “Mestr Lao” pe “Lao Gozh”) a reer eus un dudenn deskrivet evel ur prederour kevrinek e Sina gozh.
Ez-hengounel e vez lakaet Lao Zi da aozer an Dao De Jing, ha dre-se da ziazezer an Daoegezh. Azeulet e vez en darn vrasañ eus skourroù relijiel an Daoegezh.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3a/Lao_Tzu_-_Project_Gutenberg_eText_15250.jpg/320px-Lao_Tzu_-_Project_Gutenberg_eText_15250.jpg)
Hervez an hengoun sinaat e vevas Lao Zi er 6vet kantvet KJK, met niverus eo an istorourien o soñjal ez eus anezhañ ur meskaj eus meur a zen gwirion ; gouizieien all a lavar e voe evit gwir eus Lao Zi er 4re kantved KJK[2].
Pouezus-tre eo Laozi er sevenadur sinaat, betek hiziv an deiz, hag en Azia a-bezh ivez. Er bed-holl ez eus bet emsavioù a-enep ar galloudoù aotrouniek a embannas bezañ levezonet gant Dao De Jing Lao Zi.