From Wikipedia, the free encyclopedia
James Étienne Bouillé a zo ganet e Gwengamp (Bro-Dreger, Aodoù-an-Arvor) d'ar 14 a viz C'hwevrer 1894[1], ha marvet e Pondivi d'an 22 a viz Mezheven 1945.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | James Bouillé |
Anv-bihan | James |
Anv-familh | Bouillé |
Deiziad ganedigezh | 14 C'hwe 1894 |
Lec'h ganedigezh | Gwengamp |
Deiziad ar marv | 22 Mez 1945 |
Lec'h ar marv | Pondi |
Lec'h douaridigezh | cemetery of Pordic |
Tad | Étienne Bouillé |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | arkitektour |
Oberenn heverk | Chapel Koad Kev |
Diellaouet gant | dielloù-departamant Aodoù-an-Arvor, Departmental archives of Yvelines |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur |
Ezel eus | Consultative Committee of Brittany |
Dileuriad ar gwirioù a aozer | reproduction right represented by CISAC-member |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Mab e oa da Étienne Bouillé, arzour, ha da Marie Augustine Ferrand. E-pad pell en deus renet e dad ur stal arz e Perroz-Gireg.
Studiañ a reas e Skol an Arzoù-kaer e Pariz betek ma voe galvet da vont da vrezeliñ e 1914.
Un tisavour breizhat brudet eo hag a oa liammet ouzh luskad arzourien ar Seizh Breur. Bez' e voe hemañ e penn luskad arzourien gristen an Droellenn. Krouet e voe an Atalier Breizhat a Arz kristen e 1929. Ennañ e kaver Langleiz (Xavier de Langlais), livour, Jules-Charles Le Bozec, kizeller, Désury, orfebour, an itron a bPlanhol evit an dilhad liderezh, an dimezell Ménard, mestr-gwerour.
Bez' e voe unan eus ar re a ijinas ar stumm ti anvet "nevezvreizhat". E-touez e oberennoù niverus ez eus meur a iliz pe chapel: Logivi-Plaeraneg, Chapel Koad Kev, chapel Skolaj Sant-Jozef Lannuon, hag ur savadur e Kampostal e Rostrenenn.
E 1941 e kemeras penn ar Bleun-Brug hag e voe anvet abalamour da se e Bodad Aliañ Breizh (Comité Consultatif de Bretagne).
(fr) Atelier breton d'art chrétien (wikipedia gallek diwar-benn "an Droellenn")
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.