Bleun-Brug
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Bleun-Brug a zo un aozadur katolik ha breizhek savet e 1905 gant ur strollad tud bodet en-dro da Yann-Vari Perrot.
Deiziad krouiñ | 1905 |
---|---|
Luskad | Catholic Action |
Testenn ar ger-stur | Breton et Foi sont frère et sœur en Bretagne |
Furm lezenn | kevredigezh lezenn 1901 |
Krouet gant | Yann-Vari Perrot |
Ur strollad katoliked brezhonegerien e oa ar Bleun-Brug, ha savet e oa bet gant beleien, da lavaret eo e anzave aotrouniezh an Iliz. Met gwech ha gwech all e voe bec’h etre ar Bleun-Brug hag eskob Kemper.
Savet e voe ar «Bleun-Brug » e 1905 gant an tad Yann-Vari Perrot ha tud all a rae war-dro ar gelaouenn "Feiz ha Breiz". Kavet e voe an anv e kendalc’h an Union Régionaliste Bretonne e 1905 e Kastell Keryann. Kemeret e voe da c’her-stur gant ar gevredigezh nevez hini ar gelaouenn "Feiz ha Breiz", a oa : « Ar Brezhoneg hag ar Feiz a zo breur ha c’hoar e Breizh ». Fellout a rae dezhi stourm evit kas war-raok mennozhioù kristen hag ar brezhoneg. En deroù e voe oberiant ar gevredigezh e Bro-Leon dreist-holl. Aozañ a rae gouelioù anvet Gouelioù ar Bleun Brug, en ul lec’h disheñvel bep bloaz, ma veze pezhioù-c’hoari brezhonek, kanaouennoù, prezegennoù.
Yann-Vari Perrot, a oa kure Sant-Nouga en amzer-se, a savas pezhioù-c’hoari brezhonek diskouezet e kastell Keryann, e kastell Kergournadeac’h e Kleder, e Plougastell, e Kastell-Paol. Da neuze ivez e teuas da vezañ rener ar gelaouenn "Feiz ha Breiz", a oa renet a-raok gant an aotrou Kardinal, person Sant-Nouga. An aotrou Perrot e voe lusker pennañ ar Bleun-Brug eus 1905 da 1943, gant un troc’h etre 1914 ha 1918, dre ma oa war an talbenn d'ar mare-se.
Ur gevredigezh e oa ar Bleun-Brug. Kempennet e voe he statudoù e 1925, ha termenet e voe neuze he falioù evel-henn :
E-touez an dud oberiant er Bleun-Brug ha na oant ket beleien e c’haller menegiñ Loeiz Dujardin, Erwan ar Moal, Raymond Delaporte.
E 1948 e voe adsavet ar Bleun-Brug gant tud Hervé Budes de Guébriant, Herri Caouissin pe Yann ar Minor. E kendalc’h Kastell-Paol, e 1950, e voe embannet e vije adsavet abati Landevenneg, unan eus manatioù koshañ Breizh. E dibenn ar bloavezhioù 1950 ez emdroas tamm-ha-tamm ar Bleun-Brug, d’en em zigeriñ muioc’h war ar c’hudennoù sokial hag armerzhel. Tud all a voe e penn ar Bleun-Brug en amzer-se, evel Gab ar Moal pe an amiral Max Douguet, skoazellet gant Visant Seite pe Bernard de Parades. Derc’hel a reas ar gevredigezh gant he labour evit "adsav kristen Breizh" : kendalc’hioù, kentelioù brezhoneg, konkourioù evit bugale ar skolioù, skol-veur hañv… Er bloavezhioù 1950 ez eas da sevel Emgleo Breiz, a-gevret gant kevredigezhioù all evel Ar Falz, o doa dibabet ober gant an doare-skrivañ skolveuriek.
Goude 1968 e voe un doare troc’h er gevredigezh etre an izili yaouankañ hag ar re goshañ. Ar re goshañ, gant ar chaloni Mevelleg, en em vodas en-dro d’ar gelaouenn Bleun-Brug war Feiz ha Breiz, tra ma veze embannet Les Cahiers du Bleun-Brug gant ar rummad nevez (Yann-Bêr Thomin, Job an Irien, Charlez an Dreau). An div gelaouenn zo aet da get bremañ hag ar gevredigezh n’eo ket oberiant ken, met n’eo ket bet divodet, abalamour da ziwall na vefe implijet an anv gant tud all.
|
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.