Unvaniez ar Seiz Breur
From Wikipedia, the free encyclopedia
Unvaniez ar Seiz-Breur (Unvaniezh ar Seizh breur en doare-skrivañ peurunvan) a zo bet ur strollad arzourion bet krouet gant Jeanne Malivel, James Bouillé, Reun Kreston hag e wreg, Suzanne Kreston. Ur pouez dezho o deus bet e istor an arz e Breizh ken a-fed o barregezhioù ha berzh o oberennoù ken o liammoù gant an politikerezh : sell ouzh an Eil Emsav. Addizoloet eo bet o levezon pa oa bet diskouezet gant pemp mirdi eus Breizh oberennoù ha dielloù dindan an titl :"Ar Seiz breur, 1923-1947, ar c'hrouiñ breizhek etre chom giz kozh ha mont war-raok" er bloaz 2000.
Unvaniez ar Seiz Breur
Rann eus | Art Deco |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1923 |
Anvet diwar | Ar Seiz Breur |
Testenn ar ger-stur | Netra na den ne vir ouzimp kerzout war-du ar pal. Avel a-dreñv, avel a-benn, Seiz Breur, war-eeun ! |
Stad | Bro-C'hall |
Deskrivet en URL | https://bcd.bzh/becedia/fr/l-epopee-des-seiz-breur-mythe-et-realite |
Izili
En o mesk e kaver :
- Jorj Robin, aet da Anaon e penn an embregenn
- Youenn Drezen
- Paul Ladmirault ha Paul Le Flem, sonaozourion
- Langleiz, engravour ha skrivagnour
- Raffig Tullou ha Yann Goulet, kizellerien
- Herri Caouissin
Evit ar roll klok, sell ouzh Roll izili ar Seiz Breur
Diskaret goude an Dieubidigezh
N’eus ket bet obererezhioù savet gant Unvaniezh ar Seiz breur goude an Dieubidigezh, met an digalon a c’hell degas an displegadenn, rak roll an izili a voe toullbac'het e-pad 4 ha 12 miz a zo bet roet evel-mañ[1] : Abeozen
- L. Le Berre ?
- James Bouillé
- Herri Caouissin (e vreur Ronan a voe toulbac’het ivez)
- Youenn Drezen
- Florentin Goinard
- Job Jaffre
- Morvan Marchal
- Florian Le Roy
- Georges Rual
- Rafig Tullou
Unan eus an izili koshañ, bet mignonez gant Jeanne Malivel, Janed Koroller-Danio a voe merzheriet en he zi gant paotred an Harzherezh.
Levrlennadur
- Le Couédic, Daniel ; Veillard, Jean-Yves, ren. Ar Seiz Breur : 1923-1947 : Ar c'hrouiñ breizhek etre chom giz kozh pe mont war-raok. Roazhon : Terre de Brume ; Mirdi Breizh ; (ha pemp mirdi arall), 2000. 271 p. + CD sonerezh. ISBN 2-84362-104-6 (nann-keinet). ISBN 2-84362-099-6 (keinet)
- Le Couédic, Daniel ; Veillard, Jean-Yves, ren. Ar Seiz Breur : 1923-1947 : La création bretonne entre tradition et modernité. Roazhon Terre de Brume / Mirdi Breizh (ha pemp mirdi arall), 2000. 271 p. + CD sonerezh. ISBN 2-84362-103-8 (nann-keinet)
- 1918-1945 Bretagne, modernité et régionalisme, Mardaga, 1986.
- Daniel Le Couédic, Les architectes et l'idée bretonne (1904-1945), Embannadurioù Société historique et archéologique de Bretagne/AMAB
- Jeanne Coroller-Danio, Histoire de notre Bretagne ; Emb. Elor, Sant-Visant-an-Oud, 1922, ademb. e 1997
- J.R. Rotté, Ar Seiz Breur, Breizh Hor Bro
- Jeanne Malivel, son œuvre et les 7 frères, ademb. gant Aubert
- Association Mémoire du Pays de Loudéac, Jeanne Malivel, poème des 7 frères
- Creston, René-Yves. Montroulez : Skol Vreizh
- (a-gevret gant Paul Ladmirault) Jorj Robin, skulter vrezon, e vuhez, e ober = Jorj Robin,sculpteur breton, sa vie, son œuvre, Unvaniez ar Seiz-Breur, 1931
- La tournée des calvaires, Mirdi Sant-Brieg
- L'homme et la mer, Mirdi Sant-Brieg
- Le costume breton, Mirdi Sant-Brieg
- Série des Saints Bretons (ment 33 x 25 cm.)
- La lutte bretonne à Scaër, Emb. Bodadeg ar Sonerion, 1957.
Notennoù ha daveennoù
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.