Morvan Marchal

From Wikipedia, the free encyclopedia

Morvan Marchal

Morvan Marchal, Maurice Charles Marchal en ti-kêr, ganet d'an 31 a viz Gouhere 1900 e Gwitreg ha marvet d'an 13 a viz Eost 1963 e Pariz, a oa un tisavour hag un emsaver politikel breton, unan eus diazezerien Strollad Rannvroelourien Breiz hag e gelaouenn, Breiz Atao. Ezel eo bet eus Unvaniez ar Seiz Breur. Brudet eo evel krouer banniel Breizh modern, ar Gwenn-ha-Du, e 1923. E dibenn e vuhez en em troas daved an drouizelezh.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Morvan Marchal
Thumb
den
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhFrañs 
Anv-bihanMaurice 
Anv-familhMarchal 
LesanvMorvan Marchal 
Deiziad ganedigezh31 Gou 1900 
Lec'h ganedigezhGwitreg 
Deiziad ar marv13 Eos 1963 
Lec'h ar marvLariboisière Hospital 
Lec'h douaridigezhKastell-Geron 
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg 
Penaltyindignité nationale 
Micherarkitektour, publisher, pundit, skrivagner 
ImplijerSchool of Fine Arts of Rennes 
Bet war ar studi eSchool of Fine Arts of Rennes 
Bet studier daEmmanuel Le Ray 
Strollad politikelStrollad Emrenerien Vreiz 
Perzhiad eemsav 
Oberenn heverkbanniel Breizh 
LuskadUnvaniez ar Seiz Breur 
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer 
Serriñ
Thumb
Morvan Marchal krouer ar baniel Gwenn-ha-du

Buhez

Mab e oa d'un enbroed gall, Joseph Victor Marchal, ganet e 1874 e Gérardmer e departamant ar Vosges. Goude studioù war an Arzoù e Roazhon e tapas an eil renk e kenstrivadeg Priz Roma e 1924. A-raok ez emezelas en Unvaniez ar Seiz Breur hag e 1923 e kinnigas "ur banniel modern evit Breizh vodern", ar Gwenn-ha-Du. Gwelet e voe war tal Ti Breizh da geñver diskouezadeg an Arzoù kinklañ e Pariz e 1925 ha berzh bras a reas ken eo deuet hollvrudet ar banniel. Eno e oa traoù bet savet gant arzourien ar "Seiz Breur" war ziskouez. Ezel eus al luskad arzourien-se e oa Morvan Marchal.
Oberiant e voe en Eil Emsav, met e 1935 e tilojas evit staliañ e Laval e guzulva tisavour. E Skol an Arzoù-Kaer Roazhon en doe tu da zistreiñ evel kelenner war an tisavouriezh. E-pad an Eil-Brezel-bed e tiskouezas bezañ a-du kreñv gant an Alamaned hag e voe paket e-barzh ar Garzhadeg ken e voe rediet chañch micher ha labourat evit Gaz de France e rannvro Pariz.

Klañv ha nammet e oa e dibenn e vuhez. E Pariz e voe beziet goude e varv e 1963 ; tremen tregont vloaz diwezhatoc'h, e 1997 e voe treuzkaset e relegoù da Gastell-Geron m'emañ margav ar familh.

Obererezh politikel

E-touez diazezerien Strollad Rannvroelourien Breiz hag e gelaouenn Breiz Atao e 1919 eo bet, hag eñ studier e Skol an Arzoù-Ker, e Roazhon.
Dre vras, termenet eo bet obererezh politikel M. Marchal evel ur saviad war an tu-kleiz hag an tu kreveadelour. Gant Morvan Duhamel e kemeras penn Strollad Emrenourien Breizh e Kendalc'h Kastellin e 1928. Er c'huzul-ren e oa pa oa bet savet ar strollad e Gwengolo 1927 hag e voe lakaet da kengadoriad. Eñ eo a tegasas gwirioù implij an titl Breiz Atao d'ar strollad. Emezelañ a reas er frañmasonerezh e tro ar bloavezioù-se[1]. Goude an disoc'hoù dister a dapas ar strollad e dilennadegoù 1930, Maurice Duhamel hag eñ a roas o tilezioù e 1931. Goude beza~~bet unan eus diazezerien Breiz kevredadel e Eost 1931, e tilezas eus outi a-benn nebeud amzer. Dilezel a reas ivez an ober politikel brezhon hag e roas e anv d'ar Strollad Radikal-Sokialour[2].
Ne voe anv mui anezhañ war an dachenn bolitikel a-raok ar bloavezhioù 1940, pa roas e anv d'ar Rassemblement national populaire renet gant Marcel Déat, ur politikour gall entanet gant ar c'henlabourat gant an nazied. Pennadoù a skrivas e kelaouenn ar strollad, darn anezho gant mennozhioù enepyuzev.
Goude an Dieubidigezh e voe kaset dirak al lez-varn ha tamallet e voe dezhañ bezañ bet o taremprediñ ar Sicherheitdienst, Servij Surentez ar polis nazi, e Roazhon ha miret liammoù strizh gant Olier Mordrel.
Didamallet e voe dre destoù un nebeud frañmasoned a zisplegas e oa bet dindan urzhioù ar Rezistañs pa oa o c'henlabourat gant an Alamaned. Koulskoude e tapas pemzek bloavezh a zizenor broadel a viras outañ kendalc'h gant e vicher ; digounaet e voe e 1951.
E 1961 ez emezelas er MOB, Mouvement pour l'Organisation de la Bretagne.

Drouizelezh

E 1942 e teu ar gelaouenn c'hallek Nemeton er-maez ha Morvan Marchal (an drouiz "Artunovios") ha Rafig Tullou (an drouiz "Neven Lewarc'h") en he penn. Klask a rejont ar skridaozerien da ledana~ur speredelezh keltiek ha norzhek enebet da hini ar Mor Kreisdouarel hag hini r Yuzevien. Ne voe nemet pemp niverenn.

Enorioù

Ur straed war e anv zo e Gwitreg.


Levrlennadur

  • Georges Cadiou, Emsav : dictionnaire historique et critique, Coop Breizh, 2016. Pennad : Marchal, Maurice, dit Morvan.(ISBN 978-2-84346-387-1)
  • Lionel Henry, Dictionnaire biographique du mouvement breton, Yoran Embanner, 2016. Pennad : Marchal, Morvan. (ISBN 978-2-916579-59-7)
  • Alain Déniel, Le mouvement breton : 1919-1945, Pariz, Maspéro, 1976. Meur a venegoù ha pennadig : Marchal, Maurice Charles.

Notennoù ha daveennoù

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.