From Wikipedia, the free encyclopedia
Drouizelezh, a-wezhoù drouizouriezh, anvet nevezdrouiselezh peurvuiañ e bed ar skol-veur, a zo anezhañ ur redenn vennozhioù, pe vreudeuriezhel pe relijiel, - an daou asamblez moarvat; - evit ma vo staliet ar gendoniezh, hag an doujañs e-kenver ar bed naturel. Betek gwareziñ an endro hag ar boudoù e c’hell bezañ astennet ar savboent-se. Sevel liammoù gant ar bed naturel a ya da lakkaat an berzhidi da dostaat ouzh temzioù-spered ar relijionoù pagan kozh, hini an drouized a voe pennadurezhioù speredel ar Gelted kozh da gentañ-holl.
Darnvuiañ an drouizelezh a denn d'ar baganiezh hag a nac'h ar relijionoù all, met e-doug an daou gantved kentañ (XVIIIvet ha XIXvet) e embanne an dalc'hidi bezañ kristenien ha drouized asambles. N’eus ket anv eus an drouizelezh a-raok an XVIIIvet kantved, e Londrez hag en em kinnig muioc'h evel ul luskad sevenadurel hag, a wezhoù, keltiegour.
Azaouez ha bri e-keñver an Natur eo pennaennoù kreis an drouizelezh hag diouto e teu an tech evit kemer perzh e luskad an trevvaouriezh. Gwelet e vez ivez drouized an amzer-mañ o azaoueziñ an Hendadoù, ar re a oa o vevañ en amzerioù ragistorel, da gentañ.
En XVIIIvet kantved, pa oa ar romantelourien saoz o kanmeuliñ ar Gelted a veve e Preden e-doug Oadvezh an Houarn e kave mat an Drouized, seurtanvet ganto o-unan, klask dreveziñ beleien an amzerioù kozh-se e oa anavezet dindan an anv-mañ. Dister e voe an anaoudegezhioù war o fennoù ha pa embann al luskad drouizel a-vremañ bezañ penn ur chadennad a savfe dezho, n’eus ket tu kavout an gendalc’herezh. Fazioù ha droukintentoù war ar grafoù-se a zo bet kavet e labourioù ar ouizeien an XVIIvet kantved ha n’int ket da vezañ miret goude m’eo aet resisoc’h ha fonnusoc’h an enklaskoù istorel.
Hervez an hengoun (distrujet e vije bet an dielloù e-doug bombezadennoù Londrez), Urzh an Drouized (Druid Order) a zo bet diazezed e 1717 e Tavarn ar Wezenn-Aval (The Apple Inn, Covent Garden) e Londrez, ha n'eus rentañ-kont ebet eus ar palioù hag an obererezhioù. War a seblant e voe aozet an emvod kentañ gant John Toland (1669-1722), un Iwerzhonad liesgouiziek hag e c'hellfe bezañ bet lakaet da chosen chief (penn dilennet). Un oberenn heverk ha dalif a skrivas : Hîstory of the Religion of the Druids (Istor relijion an drouized)[1].
Anavezet eo John Toland evel unan eus an diazezerien ar Frañmasonerezh hag ur spered boutin d'an daou luskad a zo a geñver ar vreudeuriezh hag ar peoc'h ha da geñver ar c'henskoazell.
Diazezet eo bet e 1781 Urzh an drouized gozh gant un nebeud artizaned ha marc’hadourien o doe anvet Henry Hurle da archdruid arc’hdrouiz). Digoret e vo logoù all, pep hini un archdruid dezho, tro-dro da Londrez hag e-barzh ar Rouantelez-Unanet. Hiziv ez eus war-dro 200 000. Evel ma vije un tonkad evit ar breuriezhoù-se e c’hoarvezas disemglevioù hag ur skism kentañ e 1833 hag e teuas Urzh an Drouized unaniezh war wel..
E 1791, Iolo Morganwg, ur C'hembread helennek war al lennegezh kembraek, a bedas un nebeud tud o chom e Londrez sevel Gorsedd yr Beirdd evit sevel lidoù deveret eus skridoù kozh. Treuzkaset e voe d'ar vro da c'houde heg e chomo ur skourr londrezat. Dibar eo al luskad-se pa 'z eo liammet-tre gant gant an emsav kembraek. Skourroù etrebroadel en deus aotreet e Breizh (Goursez Vreizh), Kerne-Veur (Gorsethh Kernow) ha pastell-vro kembraek e Arc'hantina. Ne weler ket aozadurioù ha ne vezont ket liammet ouzh ar yezhoù predenek.
Savet eo bet an termen "drouizelezh" diwar an anv roet d'ar re a rae war-dro an Hud relijiel e Kornog-Europa e-doug hag drouized a zo bet graet eus outo. N'eo ket kavet kendalc'herezh ebet etre ar re-se hag an drouized seurtanvet ganto o-unan en amzerioù modern. Koulskoude, emañ kalz a zrouized a-vremañ oc'h embann e reont lidoù kevatal d'ar re a voe graet er Ragistor.
E-touezh diazezerien an drouizelezh e kaver, da gentañ-holl, ar C'hembread, Iolo Morganwg, a fardas testennoù kembraek kinniget evel kozh-tre[2] ha dastumet hengoun a-holl-vizkoazh ar speredelezh kelt enno. Ma darn al lidoù kinniget gantañ a yeas da vezañ sevenet e-doug festival arzel an Eisteddfod (ken kozh hec'h orin ma 'z eus roud anezhi en XIIvet kantved), ne gredas ket enebiñ relijion an drouized ha ar relijion kristen ha ne veze ket gouzañvet he nac'hañ en amzer-se.
Kempred e voe embannadur barzhonegoù lakaet war gont Ossian, ur barzh skos eus an amzerioù kozh, gant James MacPherson. Lennet ha prizet e voe taolennadurioù buhezioù ar Skosiz kozh gant tud illur en Europa a-bezh (Voltaire, Napoleon ha Thomas Jefferson) a-raok ma vo prouet e voe goveliet pep testenn gant MacPherson e-unan. Diouzh ar skridoù-se e voe degaset muioc'h a zanvez eget an nebeud testennoù gresianek ha latin, pa n'eus ket a vammennoù kempred e yezhoù keltiek a veze implijet gant an drouized. Dre an enklask hendraouriezhel e denner nemet traezoù mut hag ne c'hell ket bezañ asur gant ar pezh a intenter diouzh deskrivadur an drouized savet gant an Iwerzhoniz goude un degad a gantvedoù. Ne c'heller ket sevel peurstudi kredennoù hag obererezhioù an drouized gozh.
Gwelet eo bet an drouizelezh, pe evel ur relijion, pe url luskad speredel, pe evel relijion an Natur. Alies e vez termenet evel ur baganiezh a-vremañ. Meur a strolladoù drouizel a zo levezonet gant an "New Age" hag enklaskoù war ar chamaniezh. O klask war a war speredelezh geltieg emaint an izili peurvuiañ. Darn anezho a gav pouezus hen termeniñ evel ar speredelezh henvroad. Bez ez eus drouized a glask kenveriañ an drouizelezh gant kredennoù henvroidi ar bed, kredennoù an henvroidi australian ha re an Amerindianed, da skouer.
Termenet eo bet un diforc'h etre daou seurt a zrouizelezh gant an drouiz Philip Carr-Gomm, an drouizelezh sevenadurel , hini drouized kembreidi, brezhoned ha kerneveuridi evit o obererezhioù sevenadurel , hag an drouizelezh ezoterek a zo e bal ober ur relijion. Drouized grederien a gav gwelloc'h ar gouiziegez Marion Jones. Kevet e vez drouized a zarempred lidoù drouizel ha sevenadurel, met ar breuriezhoù predenek a embann n'o deus netra da weled gant ar baganiezh.
Implijet e veZ gant ar strolladoù drouized "frankizenn(où)" evit o c'hevrennoù lec'hel ken e pouezont war o liammoù gant ar gwez hag e lakaont da soñjal e veze sevenet e kreiz ar c'hoadoù lidoù drouized ragistorel. Lidoù foran ha prevez a vez an darn a-bouez eus an embregoù drouizel. Ar gouelioù a greder bezañ bet a-bouez bras evit ar Gelted gozh a ro tu d'en em vodañ ez-foran[3]. Kregiñ a ra an deiziadur kelt gant gouel Heven e Kalanna Du, goude e teu Emvoualc'h e Kala C'hwevrer, ha goude Beltan, e Kala Mae, ha goude Delou, e Kala Eost.
Graet e vez urzhioù (drouized pe varzhed) eus an aozadurioù bras.
Alies a-walc'h e vez kavet tri derez e-touez an izili eus an deraoudi betek an derez uhelañ a c'hell bezañ hini an drouized. Un drouiz meur pe un archdrouiz a c'hell bezañ an den pennañ pe ar "chosen chief" ar broioù saoznegerien? Be ez eus ivez derezioù ar varzhed hag an oviz.
Peurvuiañ e kinnig ar strolladoù drouized kentelioù ha stummadurioù pe a-stroll pe dre lizher pe enlinenn.
Ha pa vez aozet o lidadegoù gant pep franzenn drouizel, ne glaskont ket dibunañ oberoù ez-furmel, met silañ er vodadeg ur c'hantouez hag ur santadenn dibar tennet diouzh an traou naturel tro-dro. Dindan an amzer e vez sevenet embregoù an drouized a-vremañ, e-tal lagad an Heol e lavaront bezañ, da lavared eo kreisteiz, pe e poent rik ar goursavioù-heol. A-wezhioù e sevenont lidadegoù en diabarzh pe e kreiz an noz. Hervez tro ar rannvloazioù ha gouelioù a greder bezañ bet lidet gant ar Gelted gozh.
En em gelc'hiañ a reont al liderien alies goude ar galv d'ar pevar c'horn graet gant pep anezho en ur dresañ ur c'helc'h dec'hmegel war-zu ar pevar pennroud. Skuilhadennoù a c'hell bezañ graet gant un evaj bennak hag ul lestr a c'hell bezañ roet a zorn da zorn evit evañ ur banne; a-wezhioù e vez graet gant traou da zebriñ (bara, gwastell). Ehannoù evit ur prederi a c'hell bezañ lakaet etre al lidoù ken ma glaskont al liderien klevout ur seurt energiezh vadoberus. Implijet e c'hell bezañ an oberoù-se evit reiñ sikour d'un den klañv pe ma'z eus ur brezel pe ur c'hleñvedred o ren.
N'eus unwisk ebet evit an drouized ha pa darn anezho a gav gwelloc'h en em wiskañ gant saeoù, a-wezhioù gant livioù evit pep renk ha lod all a wisk saeoù liv an douar warno.
E-doug darn al lidadegoù e vez distaget aspedennoù o taveiñ da elfennoù diazez even an heol, an douar, ar wirionez, an Natur hag all. Implijet e vez frazennoù tennet diouzh skridoù Iolo Morganwg e luskadoù a orin predenek. Carmina Gadelica hag a zeu eus hengoun enezeier Bro-Skos a c'hell bezañ ur vammenn da aozadurioù drouizel zo.
Gwelloc'h e kav dezho an drouized ober o lidoù dindan an amzer e kreiz ur gweledva heverk pe tost d'un takad ragistorel, meurvaenel peurvuiañ, ha pa ne gred ket mui an drouized a-vremañ e voe savet arn oberoù-se gant an drouized gozh. Ul liamm arouezel gant lignezioù o hendadoù eo ken. Hervez drouized zo eo al lec'hioù-se pe ti Spered al lec'h pe greizennoù energiezh liammet gant an dourioù dindan. A-wezhioù e sav an drouized a-vremañ kelc'hioù mein pe taolioù-maen (anvet mein-log gant Goursez Vreizh). E Iwerzhon hag er Rouantelezh-Unanet e vez staliet lochoù c'hweziñ en ur heuliañ embregoù an New Age a z bet amprestestet d'an Amerindianed.
Ur pouez bras a ya d'ar varzhoniezh savet diwar an Awen pa vije-hi ur varregezh dibar d'an drouizez gozh ha pa vez treuzkaset an anaoudegezhioù drezi er sevenadurioù anskrid, ha muioc'h c'hoazh d'ar varzhed gozh. Ar varzhouriezh a zo kevatal d'an drouizelezh e skridoù diazezerien Goursez Vreizh[4]. Dibunañ barzhonegoù a vez gwelet gant an drouized a-vremañ a vez priziet pa kredont e vezont-int awenet gant un nerzh doueel.
Sklaeroc'h eo e Bro-Gembre pa veze aozet kentstrivadegoù evit ar varzhed, ar ganerien hag ar sonerien abaoe ar Grennamzer. Pa veze dalc'het ar festivalioù-se ur sizun-pad e voe anvet "Eisteddfodau" (eizhtez bodoù) hag voe gwelet e pep korn ar vro, a-raok ma veze dalc'het an Eisteddfod vroadel. War-nes mont da get e oant pa voe adkmeret an aozadur e 1819 gant Gorsedd y Beirdd[5], ar vreuriezh savet diwar mennozhioù ha skridoù Iolo Morganwg. Ouzhpennet e voe d'ar c'hentrivadegoù lidadegoù bloaz Gorsedd y Beirdd gant lidoù drouizel ha degemerioù solenn d'an izili nevez.
An istorioù kaer[6] a ya d'ober kinkladur kefredel an drouizelezh. Tennet e vezont, peurvuiañ, eus lennegezh bobl ar broioù keltiek, hag eus mojenn Arzhur alies a-walc'h. Eus sonerezh hengounel ar broioù keltiek (pe bet keltiek) e vez tennet splet ivez (Breizh, Breizh-Veur, Iwerzhon) hag e vez dibabet binvioù-seniñ evel telennoù, binioù, gimbardoù, bodhranoù, fleütoù, marteze abalamour da levezon ar sonerezh iwerzhonat[7].
Ar gwez a vez pouezus-tre evit kalz a drouized ken e vourront menegiñ a lidañ anezho en ur zisplegañ dre ar munud petra e c'hellont kas e buhez Mabden dre o ferzhioù, o frantadoù buhez pe dre levezonoù an doueoù hag an hendadoù. Bez ez eus drouized a implij al lizherenneg Ogam evit an urisinerezh, pep lizherenn anezhi liammet gant ur wezenn. Evit ober memestra e kav gwelloc'h da drouized all implijout al lizherenneg coelbrenat savet gant Iolo MorgannwG. Dre vras e vez troet drouized da lakaat koustumoù kozh zo.
Kinnig terepiezhoù dre al louzaouennoù e kaver alies-tre hag e vez priziet-tre an homeopatiezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.