Ar fleüt zo ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, anezhañ un duellenn meur a doull ennañ peurliesañ, pe ur strobad tuellennoù didoull ar gorre anezho peurliesañ. Fleütal a ra ar sonerien fleüt, a reer fleüterien anezho.

Thumb
Fleütoù a veur a vro

Graet e vez fleütoù e koad, en eskern, e pri, e metal, en olifant, ha kement zo.

Ar fleütoù e bed ar sonerezh breizhek a-vremañ

  • Ar fleüt-treuz koad ag Iwerzhon : euet eo da vezañ an doare fleüt implijetañ hiziv an deiz er strolladoù fest-noz. E-leizh a fleüterien ampart a gaver e Breizh abaoe ar bloavezhioù 1970, evel Jean-Michel Veillon.
  • An tin-whistle ag Iwerzhon : diouzh ar c'hiz e oa hemañ er bloavezhioù 1970, pa veze ar pop-keltiek e e barr (Alan Stivell, Tri Yann hag all). Implijet e vez pell nebeutoc'h bremañ.
  • Ar fleüt-treuz metal klasel : implijet e vez gant ur strollad bennak (Gwendal, da skouer) met kalz nebeutoc'h evit ar fleüt-treuz koad.
  • Al low-whistle : un doare tin-whistle eo, bet brasaet a-benn kaout ur son boutoc'h. Ur soner bennak a ra gant hemañ (Ronan Le Bars, da skouer).

Istor ar fleüt

Dizoloet ez eus bet en Alamagn ur fleüt bet kizellet ouzhpenn 35 000 bloaz zo : unan eus ar binvioù-seniñ koshañ er bed moarvat.

Anv-tiegezh

An anv Fleouter zo deveret diwar fleüt.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.