From Wikipedia, the free encyclopedia
Ne vo kaoz amañ ken nemet eus an arzoù-kaer a vez pledet ganto gant ur spered breizhek, da lavarout eo, gant ar soñj krouiñ evit ar c'haerder ar c'hrouiñ koulz hag evit ober stad da vBreizh ha d'he danvez.
Pouez ar skeudenn, da lavarout eo pouez un dra anavezet dre an daoulagad, ha n’eo ket ar gwirvoud, hag a zo bet adkrouet gant an den, a zo un dra souezhus. Evel ar bugel o klask e identelezh e daoulagad an dud en-dro dezhañ, ez eo a-bouez bras deomp ivez kement tra a zo bet livet, treset, kizellet a-hed ar c’hantvedoù, da sevel hon identelezh diabarzh, diouzh un tu, ha da gompren ha da sevel ivez skeudenn hor pobl dirak daoulagad ar Bed, diouzh an tu all. Amañ e komzomp eus hor skeudenn, graet gant tud hor bro, pe tud estren a-wechoù. Ur seurt c’hoari kas ar bolotenn etre daou zen eo ar skeudenn eta.
Kroget eo bet kement-se pell 'zo, e-pad ar ragistor, ha goude, e-pad oadvezh an houarn, da skouer e-pad hini Tena (Tena, pe La Tène, e Bro-Suis) ha oadvezh an arem.
Gavriniz zo ur skouer eus ar re vravañ 'zo. En amzerioù kent, e oa talvoudus an identelezh, da reiñ da gompren d'an estren piv ha pegen pouezus e oad dre an doare d’ en em wiskañ, ar bravigoù, ar binvioù-brezel ivez, ar c'hontelloù, ha goude ar c’hlezeoù… ha dre ginkladur an ti ivez evel-just. Buan a-walc’h ivez e voe livet ouzh ar mogerioù, alies douget bri d'an doueoù, kement-mañ evit da stagañ an dud kenetrezo a-benn kreñvaat mennozh an tiegezh, ar meuriad pe ar c'hlan. Ar pezh a zo ispisial e mennozh an identelezh eo e vez dezrevellet, da gentañ, dre skeudenn ur bodad tud, ur gêriadenn, un tiegezh, ur vreuriezh, ha goude hepken e c'heller en gwelout a-dostoc’h, hon skeudenn dimp-ni hon-unan.
A-hed d'ar c'hantvedoù goude, dre oberennoù kizellet, tiez, chapelioù ha kestell, gant o zoennoù ha tourioù, dorioù ha prenestroù, met ivez an oaledoù en ti, hag an arrebeuri hag all, hon eus kendalc'het da sevel ha da stummañ hor skeudenn.
Er gKrennamzer ivez e veze stummet ha krouet skeudennoù, gant ar memes spered, met war ul live all, dre Europa a-bezh, dre vannieloù ha tresadennoù arouezel, evel ar groaz du e-pad Brezelioù ar Groaz pe ar Groazadegoù, ha goude, gant erminig an duged hag an dugez Anna Vreizh. Anavezet e oa anv Breizh dre ar varc’hadourien a yae da bep lec’h gant o listri, ha bigi dispar hor porzhioù a zo arz ivez, evel-just.
Hol lennegezh a oa anavezet mat dre ur geriadur brudet, ar C'hatolikon(1499), ha mojennoù Arzhur (6vet,12-13vet k.) dreist-holl, ha gwerzioù anavezet ar vro (XIXvet hag an XXvet kantved), o deus kavet Kervarker, pe Fañch an Uzel (an Uhel dre fazi) gant ar sonerezh dispar a vez alies aspadennoù anezho eus ar pezh a oa bet ijinet e lez rouanez Breizh ha goude e lez duged Breizh.
Da lavarout eo, pegen arouezel eo un iliz eus an identelezh pa soñjer ez eo un dra graet evit meuliñ Doue, un dra relijiel hepken. Na zisoñjomp ket eta ez eus bet dismantret gant soudarded Roue Bro C'hall nouspet anezho da goulz Emsavadeg ar Bonedoù ruz...
Kroget e oa bet doare d'en em wiskañ an dud diwar ar maez da wellaat, ha war an hevelep tro ez eus bet tud estren o tont da weladenniñ hor bro, tud deuet eus Breizh-Veur, pe Bro-C'hall, hag eus pelloc’h c'hoazh a-wechoù. Da gentañ o deus treset giz an dud, goude-se o deus graet fotoioù gant o binvioù-foto. Drezo ivez ec'h anavezomp Breizh ar c'hantved-se. Setu perak ez int, int ivez, kenlodenn en hor glad, hag a-bouez bras e-keñver ar skeudenn a ziskouezer eus ar vro, daoust ma vez implijet re alies ur seurt folklorelelezh.
En eil lodenn an 19vet kantved, ez eus erruet livourien ha kizellerien a seurt nevez e Breizh, e-kostez Pont-Aven ha Konk-Kerne dreist-holl. An dud-se oa deuet, rak ne oa ket ker ar bevañs dre du-mañ ! Paour e oant alies. An ostalerioù a oa plijus hag an dud hegarat. Un dra iskis a c’hoarvezas neuze, ur seurt taol-kurun o deus bet en ur welout hor glad : kroazioù, chapelioù, tiez kozh, e skrin gweledva ar maezioù, merc'hed yaouank gant o c'hoefoù dirak ar mor, tud war an draezhenn, paotred o c'houren, marc’hadoù loened hag all... En em dommañ a rejont ouzh hor bro evel ma reas Picasso pa welas arz kentidik Afrika evit ar wech kentañ. N'eus ket gwall bell 'zo ma soñj d'ar Vretoned ez eo an dud-se lod eus hor glad. Bremañ avat e oar an holl ez int lod eus hon identelezh. Drezo eo anavezet hor bro en holl virdioù ar bed, pe e vefe e New York, pe e Geneva, e Japan... Drezo eo e voe gwelet hag enoret Breizh. Skrivet e vez e-kichen ur plac’h, da skouer, "Breizhadez yaouank", ha gwech ebet "plac’hig a Vro-Frañs ar C’hornog". Evel ez eo bet lavaret gant Jean-Philippe Brumeaux, hag a oa e penn sevenadur kêr gKemper e 2003, e-barzh kelaouenn an Télégramme : «Ar foeterien-vro-se, hep arc'hant hag a-ziavaez ar vro, eo, a roas dezhi a-benn ar fin hec'h identelezh.»
Gauguin, gant ar Pieta, a dizh ar barr uhelañ, dre m'en deus livet hor glad en un doare fromus, adwelet en ul liv gwer, arouezel ha keltiek, da lakaat war wel peurbadelezh hor glad hag an Arz. Goude-se, ez eus deuet ur bern arzourien da Vreizh, Breizhiz a orin pe get anezho, ha da gentañ penn Sérusier, Denis, da skouer, hag e felle dezho bezañ Breizhiz. Chomet int da vevañ e Breizh a-hed o zamm buhez. Serusier, hag a zo marvet e Montroulez, en doa lâret: « Breizh eo va gwir vro, rak amañ on ganet er Spered.»
Setu perak e seblant bezañ diaes lavarout : hemañ zo Breizhad ha lod eus hor glad, hennezh n'eo ket. Perak ha penaos e vo dibabet ar re a zo Breizhiz hag ar re n’int ket, ha gant peseurt reolennoù ? Sed amañ ur gudenn anavezet a-bell ha diaes da zirouestlañ. Gwelloc'h e vez lavarout, evit an holl re hag o deus dibabet hor sevenadur, ez int arzourien Breizh ganto ur spered troet war-du an dazont.
Labour Le Mordant a zo a-bouez-bras, marteze ez eo unan eus ar re gentañ e-touez hor c'henvroidi, d’ar mare-se hag el live-se, hag en deus komprenet e tle an arzour skoazellañ e vro dre e arz (dre e daolennoù-brudañ pe bosterioù touristel, da skouer, ha dre e livadurioù-moger).
A-raok 1900, e oa bet dizoloet a-nevez gant ar Vretoned e oant Kelted. A-viskoazh, abaoe deroù an istor, met ivez, en un amzer kalz tostoc'h ouzhimp, e oa deuet tud eus Kembre, Kerne-Veur hag Iwerzhon da Vreizh, etre an trede-pevare kantved hag ar c'hwec'hvet-seizhvet kantved, ha goude c’hoazh, da vevañ er peoc'h, pell diouzh ar brezel a rae dezho pobloù all deuet eus broioù tramor.
A-raok mare 1900, e oa bet aet tud eus Breizh da Vro-Gembre, gant ar pal, adkavout o gwrizioù : da skouer, Taldir, Barzh Meur Gorsedd Breizh, pe Vallée hag en doa skrivet ul levr diwar-benn « ar Gelted Kozh ». Dizoloet o doa d'an hevelep koulz tresadennoù levr Kells, arz ar broioù keltiek tramor. Evel-just ez eo bet levezonet lod eus an arzourien e Breizh gant an tresadennoù-se.
War-dro ar bloavezhioù-se e kroger da anavezout gwelloc'h mein-meur hor ragistor, en hor bro-ni ( Karnag, Gavriniz, ha goude-se Barnenez, betek telennour bihan Paol er bloavezhioù-mañ....) En Arz keltiek e c'heller kavout : 1. Danvez an hengoun, pe hon envor pobl( Mojennoù ar roue Arzhur, istor, gizioù, koroll, gouren ar vro...) 2. Stummoù keltiek anat pe kuzh, livioù keltiek hengounel : louet, glas, gwer, liv ar mor hag al latar. 3. Un aergelc'h keltiek a-viskoazh : Ar C'hevrin, an nor da vont tre en ur bed strobinellek, hud, lec'hioù kuzh hor bro, dreist-holl koadoù Breselien, feunteunioù niverus Marzhin, ar glen hep distro, ar menez Are h.a...
Ne vez ket anat al levezon keltiek da welout atav. A-wechoù e vez kuzh, met war al lec’h emeur daoust da se, zoken ma ne oar ket an arzour ! ! Ar pezh a c'hoarvez alies a-walc’h !! Siwazh, ez eus e Breizh un niver-bras a dud ha ne ouvezont netra war ar Gelted, na kennebeut all war hon mojennoù meur, hon istor nag hor bro zoken. Unan eus ar sonjoù tristañ eo : Un awen dispar a zo da gaout koulskoude hag ivez an nerzh da stourm, pa vez gwelet ar pezh o deus gellet hon hendadoù ober. Setu perak ez eo bet a-bouez-bras labour Poellgor an Tarv abaoe 10 vloaz, e-kenver an arzourien. Gwelet hon eus traoù souezhus, ha burzhudus zoken a-wechoù, kemmoù bras en un arzour, kammoù divent graet buan dre zizoloiñ e wrizioù dezhañ e-unan, hag ar pezh e talvez.
War-dro naontek kant ugent ez eus bet, e bed hon arz, un adsavidigezh dispar gant deroù Unvaniez ar Seiz Breur » en-dro d'ur plac'h Jeanne Malivel. Er fin e oant kalz niverusoc'h eget seizh. An holl anezho a felle dezho krouiñ Arz Nevez Breizh. Tud Emsav Breizh an amzer-se a blije dezho pezh a veze krouet ganto, hag e veze goulennet kalz diganto kenlabourat a-benn skrivañ levrioù e brezhoneg, levrioù da zeskiñ ar yezh, pezhioù-c'hoari, romantoù, levrioù e galleg ivez diwar hor bro... E-touez ar re eo ar muiañ heverk o anv ez eus : Langleiz, Cornelius, ha Perron.
Ur seurt marevezh alaouret eo bet prantad ar Seizh Breur evit Breizh. Diskouezadeg Hollvedel mil nav c’hant seizh ha tregont, 1937, gant un ti bras ha kaer evit Breizh hec'h-unan, a zo bet uhelañ pazenn o labour. An holl anezho: tisavourien, livourien, priajourien, krouerien arrebeuri o doa kenlabouret evit an diskouezadeg vras-se.
D'ar c'houlz-se, o doa goulennet labouradegoù feilhañs Kemper, Henriot hag HB o doa goulennet digant ur bern arzourien e Breizh hag e Pariz dont da labourat ganto da Gemper. Petra zo kaoz ez eo keltiek a-grenn, da skouer, labourioù re skipailh Odetta ? Marteze ez eo birvilh ar bloavezhioù ugent, marteze c'hoazh aergelc'h sevenadurel Kemper hag a zo kiriek eus se ?
Graet he doa labouradeg priaj Keralug an hevelep labour, goude-se, er bloavezhioù hanter-kant, e Kemper. An aotrou Pol Lucas, rener, hag a zo marvet e 2008, eo en doa pedet arzourien, ur bern anezho eus Kemper da zont da genlabourat gantañ : Pierre Toulhoat, Yvain, Helou, Quéré hag all... Traoù arzel ha keltiek brav a zo bet graet ganto, betek ar bloavezhioù dek ha tri ugent.
Er bloavezhioù '20 ivez, er vBro-Vigoudenn, e oa bet savet gant ur plac'h anvet Anna-Vari ar Minor, stalioù labour brouderezh, da reiñ labour da dud ar vro pa ne oa mui kement a sardined er mor. Tennañ neud, evel e vez laret eno, se oa un arz eus ar Vro-Vigoudenn abaoe pell. Ar merc'hed o deus broudet eviti, gwisket merc'hodennoù brudet, ha tamm-ha-tamm broudet ivez toalioù, lienaj taol, gwiskamantoù merc'hed, ha lienaj iliz : toalioù aoter, ha banieloù pardon... Hi ivez he deus goulennet digant arzourien brudet, Méheut, Quillivic ha Pierre Toulhoat, da skouer, dont da skoazellañ anezhi da reiñ d'al labour un neuz nevez, nerzhus, keltiek evel-just. Bev-mat eo atav Ti Le Minor e-lec'h ma kenlabourer bepred gant arzourien brudet, hag en deizioù-mañ, Renault ha Kudenneg, da skouer.
Ret eo menegiñ en un doare ispisial, labour Toulc'hoad, aozer bravigoù dispar keltiek ha breizhat war un dro. N'heller ket disonjal e oberennoù all : ar bannieloù prosesion, ar gwer-livet, tresadennoù evit lienaj ti, seizennoù-gouzoug...
Abaoe pell, dija, e oa krog arzourien 'zo da welout ar bed en un doare disheñvel. Adalek neuze, ne vezo ket livet mui ganto taolennoù evel fotoioù ar gwirvoud, met kenaozet traoù ar gwirvoud da sevel ur gwirvoud all. Kalz pelloc’h diouzh ar gwirvoud e kaver amañ skrivagnerien an dreistwirvourdelezh, en-dro da André Breton, ur Breizhad eus Naoned ganet e Tinchebray e departamant an Orne. Echu eo ganto da sellout ouzh ar bed en-dro dezho, met gwelloc'h e vez ganto danevelliñ pennadoù eus o buhez diabarzh. Bez' ez eus bet livourien, en o zouez ur Breizhad eus Pariz, Yves Tanguy, a genaoze gweledvaoù ha traoù buhez an diavaez evit treuzverkañ anezho en e hunvreoù. Ar finv-se el livadur, davet un hunvre diabarzh, a zistag an arzour diouzh e amezeien, diouzh e garourien, diouzh ar bobl. Ne vo mui meizet ster e oberennoù ken nemet gant un nebeud tud lennet ha desket-tre. Tonket eo an arzour-mañ da livañ bremañ nemetken evit un dibab tud desket dre ar Bed, e New York, da skouer. Gwelout a reer koulskoude en e oberennoù ur stivell a awen keltiek. Setu treuzwelet, gwrizioù, arouezioù, livioù, stummoù keltiek, hag ur startijenn da vont davet an dazont.
Tal Coat, ur Breizhad c'hoazh, a zo anavezet dre ar bed holl, nemet e Breizh. Souezhus eo gwelout gwrizioù keltiek o treuziñ e oberennoù treset ha skrivet. Gant Jean Le Moal, ha Jean Bazaine e weler arzourien er Résistance. Ne felle ket dezho asantiñ d'ur bed rediet, gwasket warno. Gant an Eil Brezel Bed ha goude ar brezel, e vezont gwelet en ul luskad anvet an difetisted lourennek (abstraction lyrique). Ul liamm all etrezo eo o labour evit adsevel ar vro, war dachenn an tisavouriezh, gwer-livet an ilizoù, hag an ilizoù-meur, evel da skouer evit Jean Le Moal en iliz-veur Naoned.
Camille Bryen, eus an Naoned ivez, a gas ac'hanomp betek ur bed liesliv pe ur seurt milendall a-liv, leun a hud hag a hunvre a zoug ac'hanomp betek Breselien moarvat. Arabat ankounac’haat Garin, kalz a-raok e goulz, p'emañ e oberennoù e mirdi Georges Pompidou e Pariz. Eus Blaen e oa. Linennoù a-liv a vez gantañ.
Fotoioù: Tal Coat, Bazaine, Bryen, Gwer-livet Bazaine.
Met n'eo ket an difetisded (l'abstrait) an hent nemetañ hag a ya war-zu an dazont. Arzourien 'zo n'o deus ket c'hoant da livañ en doare-se. Arzourien 'zo bep ar mare, a zistro da livañ ar pezh a vevont en-dro dezho. Met, evel-just, dre ma tremenont dre an difetisded e vo disheñvel o doare da welout ar gwirvoud, hag a-grenn a-wechoù, keñveriet gant ar pezh oa bet livet ganto en a-raok. Ne vo ket mui livet ganto ar pezh a vez gwelet gant al lagad, met nerzhioù don o boud, o Ene : ar pezh a vo dizoloet dre an dorn, dre ar fiñv-livañ, gant ma vezo roet d'an dorn ar gwir da vezañ klevet, hep bezañ mouget gant ar penn. Un doare nevez eo da welout ar gwirvoud, hag, evidomp-ni Breizhiz, ur frankiz nevez.
E pep lec'h en em ziazez arzoù meizadek, pe ivez arzoù an disterañ ( art conceptuels, installations, arts minimalistes), ar memes livadurioù ha pezhioù kizellet, pe dost, evel ma kaver n'eus forzh pelec'h dre ar bed a-bezh. Dedennus-tre e vez da gentañ, met tamm-ha-tamm e teu en den un tamm disfiziañs. Gwelet mat int gant politikerien Bariz ha Roazhon. Marteze zoken e fellfe dezho diazezañ an arzoù-se e-lec'h arzoù all hor bro. Dre ma ne vez netra sklaer da welet en oberennoù-se, e vez diaesoc’h evito bezañ adkemeret evit difenn ur sevenadur, pe hon identelezh breizhat ha keltiek, evel ma voe graet a-youl-vat gant ar Seizh Breur. Meneget e vez e-touez tud arzoù an disterañ tud evel Dilasser, Perron e Brest, Haab Camon er Morbihan.
Leun eo hor c'hantved nevez a skeudennoù, an tele, ar c'helaouennoù miziek, internet hag all... Met ne vez ket prenet muioc'h a daolennoù digant an arzourien eget gwechall. Un toullad nemedennoù a zo evelkent : Alain Le Nost, Gigi ar Merdy pe René Quéré. E Breizh a-vremañ e vez taolennet kaer ar mor ha se a blij kalz d'an dud. Bandennoù treset eus an dibab a zo ivez. Bez' ez eus kalz a dresourien dreist o vevañ e Breizh, hep ankounac'haat ar fentigellerien dre dresañ pe ludreserien, evel Nono, a zo talvoudus-kenañ evit hon emsav, rak roet e vez drezañ d'al levrioù brezhonek ul liv plijus ha digor. Setu anvioù all a ranker menegiñ amañ : Chaussepied, Person, Nguyen Cam, Kito, Goarnig, Leuers, lod anezho o vezañ bet labouret gant Poellgor an Tarv. Bez' ez eus ivez Yvon Labarre e bro paludoù al Liger (marvet e 2008), Vidamant, Michelet-Nicolas hag all...
Ret eo menegiñ ivez stalioù broudañ, un tammig dre-holl e Penn-ar-Bed ha pelloc'h zoken : Pascal Jaouen, dreist e labour krouiñ hag e awen geltiek. Ur priajour dispar hon eus ivez, e anv Armel Hédé, a gas e labour betek ar Stadoù Unanet en deizioù-mañ.
Emeur o labourat war bep dachenn e Breizh, met lod eus an arzourien vrasañ a rank mont kuit eus Breizh da vont da lec'h all, da vale bro dre ar bed. Livourien 'zo en em zro war-zu ar Stadoù Unanet, tud evel Fournier, da skouer. Marie Paule Piriou stilourez, marvet siwazh, a laboure e Londrez ; Porz an Park, an tisavour brudet a labour dre ar bed holl, met a-wechoù e Breizh ivez, da skouer er « Maezioù Frank », mMirdi nevez Breizh e Roazhon. Porz an Park, da skouer, a skriv war e lec'hienn: « Soñj am eus atav eus an hud, ar boem a daole warnon, pa oan bihan-tre, tolzenn un tour distro, sur a-walc'h hini ur c'hastell dour, treset brav war dremmwel ul lanneg e Breizh. Aze e oa danvez ur boud a-ziabarzh». Designers » eus Kemper, ar vreudeur Ronan hag Erwan Bouroullec o deus bet prizioù etrevroadel : an New Designers Award e New York e naontek kant pevar-ugent, e Saloñs Etrevroadel an Arrebeuri, e-touez prizioù all. Un araokadenn eo, gwir eo, hor c'hrouerien a zo o tont da vezañ anavezet ha priziet dre ar bed a-bezh en abeg d'o nerzh-krouiñ breizhat ha keltiek, anzavet ganto o-unan, ar pezh a zo un dra nevez.
E Breizh neuze, ez eus kroget embregerezhioù 'zo d'ober gant arouezioù keltiek evit o c'hemennadoù, hag o logoioù, arouezioù kreñv ha keltiek, krouet gant hon arzourien.
Bez' ez eus evel-just kêrioù bihan ha bras o deus prenet pezhioù-kizellet brav, evel hini Dahud ar Goarnig en Argol, "Enor d'ar vartoloded marv er mor", Dane Berrou, war aod Penmarc'h, bili ramzel Kito dirak labouradegoù Le Du war hent tizh Sant-Brieg, "Dukez Anna" burzhudus Jean Freour e-kichen kastell an duked en Naoned, hag all).... Daoust da bep tra, ez a arz Breizh war-raok. Liammet eo nerzh krouiñ Breizh a-vremañ ouzh, diouzh un tu, ul levezon geltiek kuzh met hollvezant en hor bro, hag ouzh un tu all, hor spered digor, hag an embregerezh spered a zeu diwar an div yezh, an divyezhegezh o vezañ awen ha nerzh-krouiñ drezi hec'h-unan kement ha ma c'hell ivez bezañ ur stad arvarus hag ur prantad etre gant an dibab sevenadurel mirout pe get ar brezhoneg.
Arz Breizh a zo un dra ret en hon ekonomiezh a-vremañ. War bep dachenn, o devez produerien, kenwerzh, ijinelourien ezhomm da gaout ur vro gant ur skeudenn greñv a nerzh-krouiñ hag a sevenadur. Setu perak he deus Breizh ezhomm eus hec'h holl arzourien, en holl doareoù labourat ha krouiñ. Ur skouer brav a zo bet ar marc'had dreistordinal gounezet gant stal Armor-Lux, evit ar c'hoarioù Olimpek e Bro-Sina, er Chandong. Ret eo derc'hel soñj eus an dud a-bouez eus Breizh bet aet d'ar Shandong e 2005, gant un diskouezadeg pezhioù livet anvet : « Breizh, Douar al Livourien ». Graet e oa bet an diskouezadeg se nemet gant livourien vev a-vremañ, ha roet he doa d'hor bro ur skeudenn sevenadurel ha kenedus kreñv.
Ul liamm diavaez eo gant ur filmig bet savet diwar-benn diskouezadeg 2007-2008 Poellgor an Tarv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.