Arrebeuri
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
An arrebeuri (furm a-stroll ; unander ur pezh arrebeuri pe un tamm arrebeuri; gerioù all : meurbloù, glo(u)estraj) a zo an traezoù heloc'h a vez lakaet e lec'hioù m'emañ o vevañ pe o labourat an dud. Implijet e vezont evit dougen korfoù an dud (sezioù, gweleoù), lakaat aezetoc'h oc'h obererezhioù (evel fardañ ha debriñ boued, skrivañ, kas ardivinkoù da vont en-dro, en em vodañ, en em walc'hiñ, en em ziskuizañ...), evit skorañ an ardivinkoù hag evit renkañ traezoù an tiegezh pe ar stal (armelioù ha burevioù gant dorioù, tiretennnoù hag estajerennoù). Enno pe warno e c'hell bezañ renket dilhad, listri-kegin, ostilhoù, ardivinkoù, levrioù, pladennoù, paperennoù, doserioù ha pep tra a zo ezhomm dioutañ.
Gant meur a danvez e vez graet an arrebeuri : koad, prenn, metal, plastik, maen, lien, kroc'hren loened, ozilh, rotin...
Dre an design arzel e c'hell bezañ produet an arrebeuri ken eo darn ar fardañ arrebeuri ur skourr da arz ar c'hinklañ. Implijet e vez an arrebeuri evit kempenn ar spasoù diavez en ur lakaat da c'hoari ar goulou, al livioù, an adskedoù, merzhout ar spasoù ha kened ar stummoù. Ne vezont ket implijet evit an talvoudegezh pleustriñ an obererezhioù boaz hepken, met ivez evit oberezhioù arouezel, speredel ha relijiel.
Ne c'hell ket bezañ tammoù arrebeuri gant an dud pa 'z eont da gantreal ha pa vefe e-doug ar Ragistor ha gant ar gantreerien a-vremañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.