livour galleg From Wikipedia, the free encyclopedia
Mathurin Méheut, bet ganet e Lambal d'an 21 a viz Mae 1882, ha marvet e Pariz e 1958 a oa un tresour, livour, ha koadengravour breizhat.
Ganet e oa bet en un tiegezh artizaned. Mont a reas da Skol an Arzoù-kaer Roazhon er bloavezh 1897. Da c’houde ez eas da Bariz. E vuhez arzour, hir, puilh ha frouezhus a grogas da vat dre e genlabour gant savlec’h biologel-mor Rosko. Du-se e voe krouet diazez ul levr kaer-meurbet "Raklivadur ar mor 1913/1914". Da c’houde e pennadas hent war-zu Bro-Japan. Galvet en-dro da Frañs abalamour d’an engalvadeg d’ar brezel-bed kentañ e voe savet gantañ ur bern tresadennoù, gwir destenioù eus ar vuhez pemdez er fozioù-brezel. Goude-se, goude an arsav-brezel, e teuas en-dro d’e vro c’henidik, Breizh. Skeudennaouer a-vicher e teuas da vezañ. Kelenn a rae ivez e skol an Arzoù-kaer. Liesseurt ha liesdoare e oa e labour: kinkladurezh ar mordreizher "Normandie", skeudennaouer levrioù kaer, kenlabourer talvoudus feilhañserezh Henriot e Kemper.
Test ur marevezh eo bet, boemet gant tud e vro. Redet en deus Breizh eus Roazhon da Zinan, eus Rosko da Sant-Wenole er Bro-Vigoudenn o legadiñ d’ar remziadoù nevez ur bern oberennoù hag un testeni prizius.
Mirdi Mathurin Méheut a zo staliet e Lambal er gêr ma voe ganet enni.
Anvet e oa bet da "livour ofisiel ar Verdeadurezh" e 1921.
1902: E dibenn e studioù e Roazhon e tiviz en em staliañ da vat e Pariz. Labourat a ra evit ar gelaouenn "Arts et Décoration". Embann a ra e dresadennoù war ar pesked hag ar c’houraloù. En em enskrivañ a ra war un dro e Skol vroadel an Arzoù-kinklañ (Pariz).
1910-1912: Chomadenn ha labour e savlec’h-biologel Rosko. Arselladennoù ha brastresoù ar metoù-mor en un endro skiantel
1912: Kelenn a ra er skol Boulle
1913: Kentañ diskouezadeg e-unan e Mirdi an Arzoù-kinklañ (tinell Marsan) eus 450 oberenn savet e Rosko diwar-benn al loened hag ar bleunioù-mor. Gant Mirdi-mor Monako ha Mirdi Luksembourg e vez prenet e oberennoù. Aet eo ar maout gant Mathurin Méheut evit gounit ar "yalc’h tro-dro ar bed" roet gant an Diazezadur Kahn.
1914: Beaj da Hawaii, da vro Japan da c’houde a-drugarez d’ar "yalc’h tro-dro ar bed". Ehanet eo ar veaj abalamour d’an engalvadeg d’ar brezel-bed kentañ. Dont a ra en-dro Mathurin Méheut da Frañs. Er 136vet rejimant troaderien Arras eo enluet
1916-1917: Anvet eo Mathurin Méheut er servij lec’hanvadurezh ha kartennouriezh e Sainte Menehould ha da vBerques da c’houde. Tresadennoù brezel
1919: Disoudarderezh. Er skol Boulle eo anvet Mathurin Méheut hag er skol Estienne evit ur prantad berr. Kregiñ a ra ivez da labourat er feilhañserezh Henriot e Kemper (Kerne)
1921: Anvet eo da "livour ofisiel ar Verdeadurezh". Eil diskouezadeg en e-unan e Mirdi a Arzoù-kinklañ (tinell Marsan). Oberennoù breizhat, japanat hag a vrezel
1924: Chomadennoù e ti Albert Kahn. Krouiñ a ra e ginkladurioù kentañ evit mordreizherioù. Nac’hañ a ra kemer perzh e kevredigezh ar Seizh Breur.
1925: Disoc’h e genlabour gant ar feilhañserezh Henriot: kinnig a ra e listri-taol anvet "ar mor" hag "ar grampouezhenn" da-geñver diskouezadeg etrebroadel an Arzoù kinklañ. Ober a ra anaoudegezh gant Yvonne Jean-Haffen
1926: Emezelañ a ra da Gevredigezh an arzourien kinkladourien
1927: Priajoù kentañ evit Labouradeg broadel Sèvres
1929: Kinkladurioù ti-hañv Miramar e Cap Martin evit Albert Kahn