792 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0039 PC (goude ganedigezh J.-K.)
Diwar-benn bloaz 40 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ |
Evit ar bloaz -40, gwelet ar bajenn : | -40 |
Evit an niver 40, gwelet ar bajenn : | 40 (niver) |
- Gouelioù e Lyon en enor d'an impalaer Kaligula. Lakaat a ra hemañ drouklazhañ e ostizad Ptolemaios, mab da Juba II, roue Mauretania kent.
- Pa glev tud ar vro keloù e varv e savont a-enep d'an alouber roman. Moustret eo an emsavadeg. Kavout a ra repu Aedemon, ur frankizad eus Ptolemaios, e menezioù ar Rif ma kendalc'h gant ar stourm betek 42.
- Deroù brezel Roma e Norzh Afrika. (fin e 42)
- Kaset eo da benn ha klozet aloubadeg Mauretania (Maroko ha kornôg Aljeria hiziv), rannet e div broviñs : Mauretania Caesariensis ha Mauretania Tingitana.
- En em gavout a ra ar gristeniezh e Egipt. Savet ez eus un iliz e Aleksandria. Krouet eo an iliz reizhkredennek koptek gant Mark an Avielour da Pab kentañ.
Impalaeriezh Roma
- Impalaer :Kaligula (Caius Julius Caesar Germanicus), adalek ar 16 Meurzh 37 (>24.01.41)
- Koñsuled : C(aius) Caesar III Augustus & C(aius) Laecanius Bassus.
- Gant Kaligula eo troet ar briñselezh en un emveli e doare Hellaz. Rannañ a ra an enorioù dibalamour, ha krediñ a ra dezhañ bezañ un doue. Goulenn a ra ma vefe lakaet e benn e lec'h holl pennoù an delwennoù gresian. Envel a ra e varc'h da Senedour...
- Hervez an hengoun, en em gav er Saintes-Maries-de-la-Mer ar skaf enni teir Vari ha kristenien all a vo avielet Provañs ganto.
- Savet ez eus un iliz kristen kentidik e Korinth (deiziad diasur met gwirheñvel).
- Echuet eo ar via Agrippa.
- Enframmet eo rouantelezh Norikon en impalaeriezh roman.
- Kregiñ a ra meuriad german ar Gwadied d'en em staliañ e Moravia ha Slovakia a-hiziv.
- Staget eo Bro Vaoritania ouzh impalaeriezh Roman.
- Lestrañ a ra Kaligula evit aloubiñ Enez Vreizh ha c'hwitañ a ra mezhus.
- Kelenn a ra Philon e vez ganet dizalc'h an holl dud.
- Kemer a ra perzh Philon d'ar gannadouriezh kaset d'an impalaer Caligula gant ar Judevien evit goulenn digantañ gwarez war lec'h kabaduilhoù ar C'hresianed a-enep ar Judevien
- Fin ren Herod e Jude.
- Arabia : Malchos II, roue Nabatea (40-70).
- Dont a ra ar gouel yuzev Passah da vezañ gouel Pask ar gristenien.
- Kemer a ra ar feizidi nann-yuzev an anv a gristenien.
- Emsavadeg an Annamited a-enep da Sinaiz goude bezañ bet galvet gant div harozez.