From Wikipedia, the free encyclopedia
Julia Agrippina, pe Agrippina minor, pe Agrippina ar Yaouankañ, ganet d'ar 6 a viz Du 15[1] en Ara Ubiorum ha lazhet en he c'henkiz e-kichen Baiae (Baia hiziv) war urzh he mab Neron entre an 19 hag an 23 a viz Meurzh 59, a oa merc'h d'ar jeneral roman Germanicus ha d'e bried Agrippina an Henañ (Agrippina maior), c'hoar d'an impalaer roman Caligula, a renas eus 37 betek 41, pevare pried an impalaer Claudius a renas eus 41 da 54, ha mamm Neron, impalaer eus 54 da 68.
He zad a oa jeneral en Germania inferior. Merc'h-vihan e oa da zaou jeneral a vrezelias ivez e Germania: Marcus Vipsanius Agrippa (pe Agrippa) ha da Nero Claudius Drusus (pe Drusus ). Diskennadez e oa d'an impalaer Augustus, a renas eus 27 kent JK a-raok JK betek 14 goude JK, gournizez ha merc'h-vihan adverc'het Tiberius, impalaer eus 14 da 37.
Ganet e oa e Germania. Pa oa marvet Augustus e 14 ez eas he mamm da repuiñ pellik diouzh arme he gwaz gant he zri bugel, da Drier, gant aon rak an emsavadegoù a c'halle c'hoarvezout goude embann Tiberius da impalaer nevez: suroc'h e oa an traoù a bro an d-Trevired. Koulskoude e kreder eo en Ara Ubiorum, a zeuy da vout Köln, an hini e voe ganet, rak en 50, dindan an impalaer Claudius, he fried, e vo anvet Colonia Claudia Ara Agrippinensium, skrivet CCAA en enor da Glaudius ha diwar intrudu Agrippina, ma veze graet Agrippinenses eus an annezidi[2]. Er bloaz 17 e voe galvet Germanicus da Roma ma voe aozet e drec'hlid d'ar 26 a viz Mae. Hervez an istorour Tacitus, Bravaet e oa an arvest [arvest an trec'hlid] gant kened Germanicus hag e garr, ha warnañ e bemp bugel[3]. Karget e voe Germanicus d'ober un enselladenn er Reter, moarvat evit e bellaat diouzh e armeoù, hag abalamour da warizi hag aon Tiberius. Chomet e oa Agrippine e Roma e keit-se. En Antioc'heia e varvas Germanicus e miz Here 19, kontammet, a greder, war urzh Tiberius. Diwar neuze e voe hejet-dihejet Agrippina an Henañ hag he bugale entre gwarizioù personel hag aferioù ar stad. Da vare irienn Sejanus e voe difennet, gant Tiberius, ouzh intañvez Germanicus addimeziñ. Goude marv Drusus, mab Tiberius, e washaas imor an impalaer, ha gwazh a se e voe da vugale Germanicus : bac'het e voe an daou henañ Nero Iulius Caesar ha Drusus Iulius Caesar, ha harluet o mamm Agrippina an Henañ. O-zri o devoe ur marv euzhus hep adkavout o frankiz.
En 28 e oa Agrippina ar Yaouankañ en he 13 pe 14 vloaz, ha dimeziñ a reas da Cneius Domitius Ahenobarbus, pried dibabet dezhi gant Tiberius :
En 32 e voe dilennet Cneius Domitius Ahenobarbus da fonsul.
En Antium d'ar 15 a viz Kerzu 37, da c'houloù-deiz,[5], e wilioudas Agrippina, hag e c'hanas ur mab, Lucius Domitius Ahenobarbus, a vo anavezet evel Neron. N'he doe bugel all ebet.
Hervez an istorourien roman e kouske Caligula gant e deir c'hoar, ha ne oa ket nec'het ouzh o reiñ d'e vignoned katamit. E deroù e ren e veze enoret c'hoarezed an impalaer el lez met en 39 e voe tamallet dezho bout avoultr hag irienniñ gant Marcus Aemilius Lepidus. Kondaonet e voe Agrippina hag he c'hoar Julia Livilla d'an harlu d'an inizi (Îles Pontines),
ken na voe anvet Claudius da impalaer en 41.
War urzh Claudius, e tistroas Agrippina ha Livilla da Roma. Met tamallet e voe dezhi bout serc'h da Seneca ha harluet adarre Goude marv he fried kentañ ec'h addimezas Agrippina da g-Caius Sallustius Crispus Passienus, un den pinvidik-mor hag a voe konsul div wech. En 47 e varvas-eñ, ma voe brud e oa bet kontammet gant Agrippina.
Pa varvas Messalina en 48, e fellas da g-Claudius addimeziñ, ha meur a zanvez-pried a voe kinniget dezhañ: Ælia Pætina, a oa harpet gant Narcisse, Lollia Paulina harpet gant Calliste hag Agrippina skoazellet gant Pallas. Gant Agrippina ez eas ar maout, pe an impalaer, ha kuzh e voe o darempred da gentañ abalamour ma oa aon e vefe kaoz eus gwadorged, rak eontr da Agrippina e oa Claudius. Ofisielaet e voe an dimeziñ e 49 dre widre. Vitellius a lakaas Sened Roma da votiñ ur mennad a embanne e oa ret d'an impalaer addimeziñ[6]. Kenkent e hastas Claudius ober hervez c'hoant ar Sened hag ar bobl. Met gourc'hemenn a reas ivez ober aberzhoù abalamour da zistreiñ konnar an doueoù da-heul ar gwadorged, (« pezh a reas d'an holl c'hoarzhin », a skriv Tacitus).
Agrippina a c'houlennas ma teuje en-dro Seneca, bet kelenner da Neron, eus e harlu, ha plegañ a reas Claudius d'he c'hoant. Dont a reas-hi a-benn da zimeziñ he mab da g-Claudia Octavia, merc'h he gwaz. En 53 e voe lidet an eured, met ne voe ket kaset da benn-vat.
Dre he levezon war an impalaer hag hec'h itrikoù e teuas Agrippina a-benn da bellaat he c'hvezerezed, ar re goshañ (Lollia Paulina, Domitia Lepida) evel ar re nevesañ (Calpurnia), ma c'hallas teurel he c'hrabanoù war madoù un toullad pinvideien (Statilius Taurus).
Goude e voe serc'h d'un den disklavet, Pallas, a oa pinvidik-mor ha kuzulier gant Claudius.
E nevezamzer ar bloaz 59 e tivizas Neron he lazhañ hag aozañ an traoù da reiñ da grediñ e vije ur peñse. Kazeg a reas gant e dro, ma rankas reiñ urzh d'e warded mont d'he c'hlezeata.
D'an ofiser deuet d'he lazhañ he dije lavaret Ventrem feri[7]« Sko em c'hof. ».
==
Gwezenn gerentiezh ==
Patrom:Boîte déroulante
Agrippina ar Yaouankañ a oa anezhi
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.