Klaoda , pe Glaoda , pe Klaod , a zo un anv-badez brezhonek . Dont a ra eus brezhonekadur an anv gallek Claude , a deu eus al latin Claudius . Evel an anv gallek e vez roet koulz da baotred evel da verc'hed.
Anaout a reer stummoù gwregel, Klaodina, Glaodina , diwar ar stumm gallek Claudine .
N'eo ket bet roet an anv brezhonek-se war-eeun, en ur mod ofisiel.
Klaoda Bro-C'hall gant he feder merc'h, Loeiza ha Charlotte en diaraog, Marc'harid ha Madalen en adreñv, Eleonor Habsbourg adreñvoc'h.
Poltred graet tregont vloaz war-lerc'h he marv e Levr eurioù ar rouanez Caterina de' Medici .
Glaoda Iañ (10 kent JK - 54), impalaer roman,
Klaodios Ptolemaios pe Claudius Ptolemaius , muioc'h anavezet dindan an anv Ptoleme (e-tro 90 - e-tro 168), steredoniour hag astrologour henc'hresian
Glaoda Besançon (c. 607- 699), sant.
Klaoda Bro-C'hall , merc'h henañ Anna Breizh , ha rouanez Bro-C'hall er XVI vet kantved,
Glaoda Marigo , oberour ar c'hentañ Buhez ar Sent en XVIII vet kantved,
Glaoda Laporte (1734-1792), merzher,
Glaoda Mari al Lae (1745-1791), skrivagner brezhonek,
Glaoda ar Prad (1875-1926), skrivagner brezhonek,
Klaod an Duigou , emsaver,
Klaodina Mazeas (1926-2018), dastumerez sonioù, eus Gwengamp ,
Glaoda Millour (1922-2014), milvezeg hag un emsaver,
Yann-Glaod Morvan , kelenner brezhoneg,
Klaod an Intañv , skolaer e Lannuon , ha kaner festoù-noz.
prun Glaoda , pe prun ar Rouanez Glaoda, ur ouenn prun , diwar anv Klaoda Bro-C'hall.