skrivagner brezhonek From Wikipedia, the free encyclopedia
Yvon Gourmelon (Yann Gerven e anv-pluenn), bet ganet e Plougastell-Daoulaz d'an 20 a viz Eost 1946, a zo ur skrivagner brezhonek (danevelloù, romantoù), hag ur yezhoniour brezhonek (notennoù yezh) ha gallek[1] a vez pedet da gemer perzh e stajoù war ar brezhoneg. Bet en doa ar Priz Langleiz e 1986 evit ar romant Brestiz o vreskenn.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Yvon |
Anv-familh | Gourmelon |
Deiziad ganedigezh | 20 Eos 1946 |
Lec'h ganedigezh | Plougastell-Daoulaz |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg |
Yezh implijet dre skrid | brezhoneg |
Micher | skrivagner, skrivagner skiant-faltazi |
Ganet e oa bet e Plougastell-Daoulaz e 1946 en un endro brezhonek. Gant e ziv vamm-gozh eo en doa desket brezhoneg mat. Hervezañ e raent goap ouzh sioù ar "brezhoneg beleg" a veze klevet en iliz. Mont a reas d'ar skol da Blougastell, ha d'al lise da Vrest da c'houde. Eno eo bet studier war ar matematik ha war ar brezhoneg e Skol-Veur Breizh-Izel.
Mont a reas da gelenner war ar matematik e penn kentañ ar bloavezhioù 1970. Dimeziñ a reas da Agnes Helias, ur vrezhonegerez a-vihanik eus ar Vro-Vigoudenn ha mont a reas da Vulad-Pestivien da chom. Eno o deus desavet o fevar mab. Bet eo bet kelenner war ar matematik hag ar brezhoneg e lise Gwengamp.
Azalek ar bloavezhioù 70 e krog Yvon Gourmelon en e bluenn. E destennoù kentañ a zo embannet gant Ar Falz ha Skol Vreizh. Goude se e kemer perzh e stummadurioù war ar brezhoneg lec'h ma skriv a-gevret gant tud all Emgann Kergidach pe c'hoazh C'hwec'h kontadenn e brezhoneg aes ha bew, dindan kazel Ar Falz ur wech ouzhpenn. Kregiñ a ra da sinañ dindan an anv-pluenn Yann Gerven evit Planedenn, ur gazetenn lennegel bet ganet diwar obererezh Skol Vreizh hag Ar Falz, renet gant Fañch Morvannou. Skrivañ a reas e romant Brestiz o Vreskenn ur frapadig da c'houde. Skrivet en deus danevelloù a-leizh hag a zo bet embannet hogozik holl er gelaouenn Al Liamm abaoe 1984.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.