From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur yezh zo ur reizhiad kengehentiñ savet diwar ur c'heriaoueg hag ur yezhadur. Bez' ez eo an doare diazez ma c'hall mab-den ezteurel ster e soñjoù koulz dre gomz, dre skrid ha dre sinoù.
An darn vrasañ eus ar yezhoù a c'hall bezañ skrivet evit enrollañ ha mirout o sonioù pe o sinoù. Perzh pennañ yezhoù an dud eo o liesseurted, deuet dre ar sevenadurioù hag an Istor : diforc'hioù bras zo deuet etre yezhoù ar bed e red an amzer dre savidigezh sevenadurioù nevez a-feur ma veze aloubet an Douar gant mab-den.
Eus ar predeneg *yekti-, deveret diouzh ur wrizienn geltiek *yek-, "komz", he deus roet ivez iaith e kembraeg ha yêth e kernoweg. Meneget eo ar ger yez e Catholicon 1499.
Diazezet en deus Heinz Kloss, e 1967, daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh, ha diforc’het en deus evel-se daou zoare yezh[1] :
|
"Yezhoù latin" a reer anezho ivez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.