yezh From Wikipedia, the free encyclopedia
An eteokiprenezeg zo ur yezh a veze komzet e Kiprenez e-pad Oavezh an arem. Ne oa ket ur yezh indezeuropean ha kar e oa d'an eteolemneg]] ha d'an etruskeg moarvat. Dazlennet eo bet un darn eus an testennoù skrivet er yezh-se gant ar silabenneg kiprenezat. Adalek an Xvet kantved kent J.K. e kevezas an henc'hresianeg gantañ hag ez eas da get er pevare kantved kent J.K.
Hengipreg (*dianav) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | yezh varv |
Rannved : | Kiprenez |
Komzet gant : | yezh varv |
Renkadur : | yezh varv |
Familh-yezh : | Digenvez |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
An anv eteokiprenezeg a dalvez kiprenezeg "gwirion" pe "kiprenezeg orin". Gallout a reer tostaat anezhañ da anv an Eteokreteg. Implijet eo bet an daou anv-se evit komz eus ar yezhoù kentgresianek a veze safaret e Kiprenez hag e Kreta[1].
Skrivet e veze an eteokiprenezeg gant ar silabenneg kiprenezat, ur skritur silabennek deveret diouzh al Linenneg A moarvat (dre al Linenneg C).
Dianav eo ar yezh-se war-bouez ur c'heriaoueg vihan testeniaekaet en enskrivadurioù divyezhek. Krafoù evel an ereadurezh, an troadurioù pe displegadenn ar verboù a chom ur c'hevrin. Depantout a ra an esaeoù troidigezhioù eus ar yezh pe eus ar strollad yezhoù implijet gant an droerien evel diazez d'o labour met ne zeuont ket da bennvat. Yezhoniourien zo a laka e oa kar d'an etruskeg ha d'al lemneg, ha lod all a soñj ez eo ur yezh semitek. Ar re na duont ket gant an eil kostezenn pe eben a ra anv eus ur yezh dianav komzet kent an henc'hresianeg. Abalamour d'an niver bihan a destennoù zo bet dizoloet ez eus kalz martezeadennoù n'int ket prouet betek-henn.
An enskrivadur Eteokiprenezek brudetañ zo un destenn zivyezhek engravet war un dar marmor du kavet war akropolis kêr Amathus war-dro 1913. Bloaziadet eo eus 600 kent J.K. ha skrivet eo e rannyezh atenat an henc'hresianeg hag en eteokiprenezeg diouzh an tu all. An destenn eteokiprenezek skrivet en arouezennoù kiprenezat zo skrivet eus an tu dehou betek an tu kleiz ; an destenn henc'hresianek skrivet e pennlizherennoù gresian, eus an tu kleiz betek an tu dehou.
Ster an enskrivadur n'eo ket sklaer. Seblout a ra ez eo un dedi graet gant ar geoded Amathus d'un den anvet Ariston Aristonaks.
An destenn c'hresiang a zo :
'Η πολις 'η Αμαθουσιων Αριστωνα Αριστωνακτος, ευπατριδην.
Ar pezh a dalvez :
Ar geoded ag Amathus d'Ariston Aristonaks, un denjentil
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.