From Wikipedia, the free encyclopedia
Yann IV, bet ganet e 1339 ha marvet d’an 9 a viz Du 1399 e Naoned, a oa dug Breizh er XIVvet kantved. Mab e oa da Yann Moñforzh (1294-1345) ha da Janed Flandrez (1295-1374) ("Janed ar Flamm" a veze graet anezhi ivez goude he zaol-kaer d'an 10 a viz Mezheven 1342, en Henbont). Anvet e voe da zug e 1364 ha ren a reas betek e varv e 1399. Ouzhpenn-se e e oa kont Richmond, e Bro-Saoz, ha kont Montfort-l'Amaury (1345-1399) e Bro-C'hall. "Yann V" a vez graet anezhañ gant lod istorourien, dre ma veze graet "Yann IV" eus e dad.
Yann IV (dug Breizh) | |
Siell an dug Yann IV | |
Dug Breizh | |
Ren | 12 a viz Ebrel 1365 |
---|---|
A-raok | Janed (klemmet gant Yann) |
Goude | Yann V |
Kont Moñforzh (Yann III) | |
Ren | 16 a viz Gwengolo 1345 |
A-raok | Yann II |
Goude | Yann IV |
Kont Richmond | |
Ren | 20 a viz Even 1372 |
A-raok | Yann Gent |
Goude | Arzhur |
Buhez | |
Ganet | Gwengolo – Kerzu 1339 |
Marvet | 1añ a viz Du 1399 (59 pe 60 vloaz) |
Bez | Iliz-Veur Naoned |
Tiegezh | Moñforzh |
Tad | Yann Moñforzh |
Mamm | Janed Flandrez |
Priedoù | Mari Bro-Saoz (1361, †1361)
Janed Holland (1366, †1384) Janed Navarra (1386) |
Diskennidi | Yann V, dug Breizh
Mari Breizh, dugez Alençon Arzhur III, dug Breizh Richarzh Breizh, kont Étampes |
Relijion | Katolik |
Mervel a reas e dad e-kerzh Brezel hêrezh Breizh pa oa o stourm enep Charlez Bleaz. C’hwec’h vloaz e oa Yann vihan d’ar mare-se. Kenderc’hel a reas e vamm da vrezelekaat ha trec’h e voe-hi meur a wech. E 1357 e krogas Yann da vrezelekaat.
Harluet e voe e Bro-Saoz e-pad bloavezhioù da vare brezel an Hêrezh. Distreiñ a reas da Vreizh, ha gant skoazell ar Saozon e voe trec’h war e enebourien.
E 1364 e oa o lakaat seziz war an Alre pa voe lavaret dezhañ e oa Charlez Bleaz war-nes e dagañ. Yann Moñforzh, skoazellet gant soudarded kaset dezhañ gant ar Priñs Du, a voe trec’h war Charlez Bleaz en Emgann an Alre en hevelep bloaz.
Kendivizout a reas gant an dugez Janed Pentevr, intañvez Charlez Bleaz, a-benn skoulmañ Kentañ Feur-emglev Gwenrann e 1365, ma voe skrivet ne oa nemetañ da zug Breizh.
Dimeziñ a reas gant ur c’hoar d’ar Priñs Du, ha war-lerc’h gant ur verc’h-kaer dezhañ, ha ret e voe dezañ fiziout pe gadarnaat ar c'hreñvlec'hioù hag al lec’hioù tro-war-dro (evel Brest) e meur a gabiten hag e meur a aotrou saoz. Magañ a rae an noblañs disfiz outañ dre ma oa bagadoù soudarded hag aotrounez saoz e-touez e gompagnuned hag izili e c’houarnamant, ha ne voe ket difennet gant an noblañsed-se pa voe taget gant ar roue Charlez V Bro-C'hall.
Rankout a reas neuze distreiñ da Vro-Saoz en harlu, o lestrañ kuit eus Brest d'an 28 a viz Ebrel 1373. Ha Charlez V da lakaat e grabanoù war an dugelezh e 1378 ha d'he stagañ ouzh rouantelezh Bro-C’hall, a-enep gwirioù Yann IV koulz hag a-enep gwirioù an dugez Janed Pentevr hag he mibien. Galvet e voe Yann IV neuze gant noblañsed Breizh. Distreiñ a reas da Vreizh gant ar vag dre Zinarzh d'an 3 a viz Eost 1379, ha ren a reas en-dro war e vro.
Skoulmañ a reas ar peoc’h gant Charlez VI Bro-C'hall, met ret e voe da Yann IV talañ ouzh Olier V Klison a oa en em savet a-enep dezhañ. Diaes e voe dezhañ ivez adprenañ Kastell Brest e 1397 digant ar Saozon e aloube e gaou.
Teir gwech e timezas.
En e raok | Rouaned ha Duged Breizh | War e lerc'h |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.