From Wikipedia, the free encyclopedia
Adaozet eo bet "Urzh ar Palmez akademek" (Ordre des Palmes académiques) d'ar 4 a viz Here 1955 gant Edgar Faure a oa Prezidant Kuzul ar vinistred, d'ar mare-se. Dont a ra da heul ar vedalenn a Ofisour akademiezh (Officier d'Académie) bet krouet gant Napoleon Bonaparte, Konsul kentañ, e 1808 evit enoriñ izili meur ar Skol-veur (gant ster ar mare).
Deiziad krouiñ | 1808 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Ordre des Palmes académiques |
Diazezer | Napoleon Iañ |
Stad | Frañs |
Next higher rank | Médaille de la Résistance |
Renk dres dindan | Order of Agricultural Merit (France) |
Ar vedalenn goshañ roet evit abegoù nann-soudardel nemetken eo.
Pa voe krouet e 1808 e-pad ar Gonsuliezhh ne c'hellfe bezañ grataet nemet da izili ar "Skol-veur" (ne oa nemet ur skol-veur impalaerel gant an holl rannoù hag al liseoù ivez). Tri renk a oa :
N'eo nemet adalek 1866 e teuas da vezañ ur gwir vedalenn, roet da vuioc'h a a dud, diabarzh ha diavaez an deskadurezh Stad.
Teir rez an zo en urzh : marc'heg, ofisour ha komandour
Enoriñ a ra ar vedalenn izili an deskadurezh-Stad (kelennerien pe get). Abaoe 1866 e oa bet ledanaet niver an dud a c'helle bezañ enoret da dud en diavaez an deskadurezh-Stad o deus rentet servij d'an deskadurezh dre vras, kelennerien ar skolioù prevez pe tud, estrenien en o-zouez, o deus sikouret emled sevenadur Frañs er bed.
An anvidigezhioù ha savidigezhioù a vez graet dre zekred gant ar C'hentañ ministr war ginnig ar ministr (pe ar vinistred) e karg eus an deskadurezh, ar Skolioù-meur hag an imbourc'h. Graet e vezont div wech ar bloaz, d'an deiz 1añ a viz Genver ha d'ar 14 a viz Gouere.
Bez eus eus Kuzul an Urzh evit aliañ ministr an Deskadurezh. Renet eo gantañ. kavout a reer ennañ holl renerien ar ministrerezh hag un ezel eus kuzul Urzh al Lejion a enoranvet war ginnig kañseller meur an urzh.
Penn burev ar c'habined e ministrerezh an deskadurezh a zo sekretour kuzul an Urzh.
Pa resevas medalenn ofisour an Akademiezh Visant Seite e 1955 e voe moullet war ar gelaouenn Bleun-Brug, niv. 81, Mae 1955, dindan al luc'hskeudenn : « An Ao. Falc'hun, kelenner e Skol-veur Roazon, a spillenna lore an Akademi war bruched Visant Seite, d'an 8 a viz Mae e Roz-Bleuniou, Kastellin. ». Da-heul e voe lakaet ar varzhoneg sinet gant Loeiz Lok, an div werzhenn ziwezhañ anezhi : Gourc'hemennoù, Visant! C'houi a zo dekoret/Bezomp laouen ! Bleun-Brug, dreizoc'h zo enoret !
Dekred n° 55-1323 ar 4 a viz Here 1955 bet kemmet gant an dekredoù n° 59-1030 eus an 31 a viz Eost 1959, n° 61-609 eus an 10 a viz Mezheven 1961, n° 61-980 eus an 28 a viz Eost 1961, n° 62-453 eus an 13 a viz Ebrel [[1962]), n° 65-775 eus an 8 a viz Gwengolo 1965, n° 2002-563 eus an 19 a viz Ebrel 2002 ha n° 2012-427 eus an 28 a viz Meurzh 2012).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.