Upsilon
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ugentvet lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo upsilon υψιλόν (Υ, υ) hag a dalvez 400 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.
![Thumb](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0a/Upsilon_uc_lc.svg/640px-Upsilon_uc_lc.svg.png)
Anv al lizherenn a oa υ hepken er penn kentañ. Cheñchet e oa bet en u psilon (υ ψιλόν, da lavaret eo 'u simpl') evit e zishañvalout diouzh οι, a oa deuet da gaout ar memes distagadur: [y].
E henc’hresianeg e veze distaget u er penn-kentañ. Distaget e vez LFE [y] pe [y:] e gresianek klasel hag [i] ha [f] pe [v] e diftongennoù e gresianeg a-vremañ.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek waw .
Ijinet e oa bet al lizherenn latin nevez Y diwar patrom al lizherenn c’hresianek-mañ gant an Impalaer Claudius evit skrivañ ar son [y] met buan-tre e teuas da vezañ distaget [i].
Diorroet e oa bet al lizherennoù latin V ha Y ha da c’houde U ha W ha kirillek Y ([u]) A diwar al lizherenn c'hresianek-mañ.
Implijoù all
Gwelet ivez
![]() |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.