From Wikipedia, the free encyclopedia
Ul lizherenn c’hresianek kozh ha na vez ket implijet ken eo san (Ϻ, ϻ) hag a dalvez 1 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.
Renket e veze al lizherenn gozh-mañ etre pi ha qoppa el lizherenneg o klotañ gant al lizherenn fenisek tsade, daoust ha ma teu hec’h anv diwar hini al lizherenn fenisek shin.
Distaget e veze LFE [s] e gresianek klasel ha kemeret e oa bet e lec’h gant al lizherenn sigma da heul. Implijet e oa bet dre skrid hervez ar roudoù a van evit ar wezh diwezhañ er VIvet kantved a-raok ar marevezh voutin. Implijet e veze ivez evit treuzskrivañ ar son [ts] kavet er rannyezh arkadek-kiprenezek.
Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek sade . War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn italek M (treuzskrivet Ś).
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.