Theta

From Wikipedia, the free encyclopedia

Eizhvet lizherenn al lizherenneg c’hresianek eo theta θήτα (Θ, θ pe ϑ) hag a dalvez 9 hervez ar sistem niverenniñ gresianek.

Thumb

Distaget e vez LFE [th] e gresianeg klasel ha [θ] e gresianeg a-vremañ.

Diorroet e oa bet diwar patrom al lizherenn fenisek tet Teth. Er penn-kentañ e veze skrivet evel ur groaz e-barzh ur c’helc’h ha da c’houde evel ul linenn pe ur pik e-barzh ur c’helc’h. War-lerc'h e oa bet diorroet ivez al lizherenn girillek a-gozh fita Ѳ diwar al lizherenn c'hresianek-mañ d'he zro.

Implijoù all

E Henc'hres e veze implijet evel un diverradur evit ar ger θάνατος (thanatos) “marv”.

Gwelet ivez


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.