Tonkedeg

kumun Aodoù-an-Arvor From Wikipedia, the free encyclopedia

Tonkedeg
Remove ads

Tonkedeg ([tõŋˈkeːdek]) zo ur gumun e Breizh, e Treger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Fedoù berr-ha-berr Kumun eus Breizh, Melestradurezh ...
Remove ads

Douaroniezh

Etre ar stêrioù Leger er c'hornôg ha Gindi er reter emañ Tonkedeg. Bevennet eo gant Lannuon en norzh, Kaouenneg ha Kawan er reter, Plûned er su, Ar C'houerc'had er mervent ha Ploubêr er c'hornôg.

Anv

Stummoù skrivet

Tonkadoc, 1231 ; Tonguedec, 1235 ; Tonkedoc, 1239, 1242 ; Tonquedec, 1253, 1267, 1300, c. 1330 ; Tonquedeuc, 1395 ; Tonquedec e dibenn ar XIVvet kantved[2].

Gerdarzh

Eus al lesanv Tonkadok ("Tonkedek") bet roet da aotrou ar c'hastell bet savet e dibenn an XIIvet kantved gant Prigent (Prit gent, A lignez kaer) Koedmen-Pentevr e teu anv kêr hep mar ebet[3].

Ardamezioù

En gul e seizh ruilhenn en argant, 3, 3, 1 eo deskrivadur ar skoed, a zo hini an tiegezh Koedmen abaoe 1298[4].

Istor

XIVvet kantved

XVvet kantved

XVIvet kantved

  • E deroù 1588 e savas beskont Tonkedeg ur gwarnizon evit servijout ar roue gall Henri III en e vrezel enep ar C'hevre katolik. E miz Gwengolo 1589 e voe trec'h ar gwarnizon-se war ar gevredidi, hogen e kastell Tonkedeg e varvas o fenn goude an distro. Meur a emgann a voe c'hoazh enep ar C'hevre betek 1598.

XVIIvet kantved

  • E miz C'hwevrer 1614 e voe kemeret ar c'hastell gant breur beskont Tonkedeg hag un nebeud soudarded ; e miz Ebrel e voe adtapet gant un dousennad tudjentil deuet eus Lannuon.
  • D'ar 16 a viz Kerzu 1636 e voe gwerzhet beskontelezh Tonkedeg da René I Kengo a Lanwal (15861644) ; d'an 22 a viz Gouere 1637 e voe ar beskont nevez er c'hastell, a oa bet unan eus melloù chadenn-difenn dugelezh Breizh[5].

XVIIIvet kantved

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ
Eil Brezel-bed
  • Mervel a reas 16 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel, hervez monumant ar re varv[6].
Brezelioù didrevadennañ
Remove ads

Monumantoù ha traoù heverk

  • Eizh chapel zo ivez : Kerriwalan, Kerveur (aet da get), al Loc'h, Logivi, Sant-David, Sant-Gweltaz, Sant-Gwenole ha Sant-Medard.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik[11].
  • Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik[12].
  • Monumant an tri rezistant eus ar gumun bet lazhet e 1944[13].

Emdroadur ar boblañs, 1793–1896

Niver a annezidi

  • 1 201 a dud (hep kontoù doubl) zo bet renablet e Tonkedeg e 2021[14].

Brezhoneg

Tud

  • Jañ-Mai 'n Olier, tad-kozh Anjela Duval, gouestlet ul levr dezhañ ganti (Tad-kozh Roperz-Huon)
A orin eus Tonkedeg
  • Guillaume Emmanuel Marie de Quengo de Tonquédec, aktour (bet ganet e Pariz, 1966)
Beziet eno

Ardamezeg ar familhoù

d'Acigné
Beskonted Tonkedeg
En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.|

Darempredoù etrebroadel

Gevelliñ

Levrlennadur

  • (fr) Couffon, René : Recherche sur les églises primitives, Bulletins et Mémoires, Société d'Émulation des Côtes du Nord, 1945-1946.
  • (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads