RMS Titanic

From Wikipedia, the free encyclopedia

RMS Titanic

An RMS Titanic a oa ur mell batimant mordreizher hag a yeas d'ar strad d’ar 15 a viz Ebrel 1912 en donvor d'an Douar-Nevez e-kerzh he beaj kentañ. Ar beñseadenn vrudetañ eus an Istor eo.

Fedoù berr-ha-berr Vessel class, Anv er yezh a orin ...
RMS Titanic
Thumb
four funnel liner, shipwreck
Vessel classOlympic-class ocean liner 
Anv er yezh a orinTitanic 
Anvet diwarTitaned 
Lec'hMeurvor Atlantel 
Daveennoù douaroniel 
Perc'hennet gantWhite Star Line, International Mercantile Marine Company 
Bro orinRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon 
Deiziad kregiñ31 Meu 1909 
Significant placeMeurvor Norzh Atlantel 
SaverHarland and Wolff 
Lec'h produiñBéal Feirste 
Keflusket gantParsons turbine 
Lakaet er servij31 Meu 1912 
Tennet eus ar servij14 Ebr 1912 
Deiziad divodañ15 Ebr 1912 
Cause of destructionimpact 
Shipping portLiverpool 
AveadurWelin davit 
Port of registryLiverpool 
Country of registryRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon 
Call signMGY, HVMP 
Yard number401 
Category for the view of the itemCategory:Views of Titanic (ship, 1912) 
Thumb
Serriñ
Thumb
O kuitaat Southampton d'an 10 a viz Ebrel 1912

An RMS Titanic a oa aet d'ar strad goude bezañ stoket un iceberg e-kerzh ur veaj etre Southampton, Bro-Saoz evot tizhout New York City, Stadoù-Unanet Amerika. War un hollad 2224 bourzhiad ha beajour (istimadur) war vourzh e oa bet 1496 marvet. D'an amzer-se e oa bet ar gwasañ gwallzarvoud bigi gant kement a dud lazhet en ur memes bag. An Titanic, a oa perc'hennet gant ar White Star Line, war vourzh e oa e-touez tud pinvidikañ ar bed, met ivez kantadoù a envroidi o tont eus en Inizi Saoz, Skandinavia, ha lec'hioù all eus Europa. Ar re-se a oa o klask ur vuhez gwelloc'h pe er C'hanada pe e Stadoù-Unanet Amerika. Ar Gwallzarvoud a oa bet dreistbrudet e-touez tud ar mare, en doa degaset kemmoù meur a-fed surentez war ar bigi, ha mammenn da oberennoù lies er sevenadur pobl.

An RMS Titanic a oa ar brasañ bag ur wech lakaet e servij hag an eil eus an tri klasad-Olympic savet evit ar White Star Line. Ar vag a oa bet savet chanter e voe savet an Titanic er chanter Harland & Wolff e Béal Feirste (Norzhiwerzhon etre 1909 ha 1912. Thomas Andrews Jr., penn ar chanter vor, a zo marvet pa oa aet ar vag d'ar strad. An Titanic a oa renet gant ar C'habiten Edward John Smith, a zo aet d'ar strad gant ar vag.

Ambrougadenn ar c'hentañ klas a oa bet savet evel gwellañ ha pinvidikañ lec'h a c'hallfed kavout en ur vag. Bez e oa ur jiminas, ur poull-neuial, lec'hioù evit butuniñ, tiez debriñ ha kafeoù live uhel, gibeladennoù turk stil viktorian, ha kantadoù kambreier pinvdiek. Ur pellskriver radio a oa tu implij gant ar bourzhidi evit kas "marconigrams" ha da vezañ implijet ivez gant bourzhidi ar vag martoloded anezho. An Titanic a oa bet savet gant ur soñj surentez ha modern e oa an diarbennoù: lec'hioù didreuzus d'an dour, dorioù didreuzus da vezañ serret, an hollad soñjoù-se a oa bet mammenn d'ur brud "diouled". Ur gwir lestr a-stroñs e oa evit e amzer : 269,1 m e hirder : 28,2 m a ledander ; 7 pont ; 892 implijad. Gouest e oa da zegemer 2 435 a dreizhidi.

Adkemer er sevenadur

Filmoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.