From Wikipedia, the free encyclopedia
Rachel Bluwstein Sela, ganet d'an 20 a viz Gwengolo 1890 e Saratov, e Rusia, ha marvet d'ar 16 a viz Ebrel 1931 e Tel Aviv, a oa ur skrivagnerez hebreek eus Rusia a zivroas da Balestina e 1909. Anavezet eo dreist-holl evel Rachel (רחל) — evel-se eo e sine hec'h oberennoù—, pe Rachel ar varzhez (רחל המשוררת).
Rachel a oa ganet e Saratov[1] e Rusia d'an 20 a viz Gwengolo 1890. Unnekvet bugel Isser-Leib ha Sophia Bluwstein e oa, ha merc'h-vihan da rabbi kumuniezh yuzev Kiev. Pa oa bugel ez eas an tiegezh da chom da b-Poltava, en Ukraina, hag eno ez eas d'ur skol yuzev rusek. Da 15 vloaz e krogas da skrivañ barzhoniezh. Da 17 ez eas da g-Kiev da studiañ al livouriezh.
Rachel a varvas d'ar 16 a viz Ebrel 1931, ha hi 40 vloaz. Beziet eo e bered Kinneret, he bez troet ouzh Mor Galilea, hervez he c'hoant disklêriet er varzhoneg If Fate Decrees.
Pezhioù distag zo bet embannet e meur a yezh : afrikaneg, arabeg, sinaeg, nederlandeg, saozneg, esperanteg, galleg, frizeg, alamaneg, gresianeg, hungareg, italianeg, japaneg, kembraeg, portugaleg, roumaneg, serbeg-kroateg, slovakeg, spagnoleg, ukraineg, vietnameg, ha yideg.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.