From Wikipedia, the free encyclopedia
Protogenoi a vez graet e gregach eus Doueed kentañ Hellaz, da lavarout eo remziad koshañ doueed Hellaz, a-raok donedigezh doueed Olympos. War an doueed kozh ha divarvel-se eo diazezaet framm an hollved.
Protogenoi | |
C'haos • Aither • Gaia • Ouranos • Hemera • C'hronos • Eros • Erebos • Nyks • Ofion • Tartaros |
Gourel unander: "protogenos", liester: "protogenoi"; benel unander "protogena", diwar ar henc'hresianeg: Πρωτογονος pe Πρωτογενος, liester. Πρωτογονοι pe Πρωτογενοι; "kentañ ganet", a oa, hervez ar vitologiezh c'hresian, an doueed hag an doueezed kentañ ganet.
Ganet e oa bet an hini kentañ anezhe, C'haos hervez ar vrasañ eus ar mammennoù, digant ar goullo ha genel a reas ar re all da heul daoust ha ma vez meneget ur vamm hag un tad all dezhe holl e mammennoù all.
Talvezout a ra an doueed hag an doueezed-mañ da aroueziañ elfennoù an Natur.
Setu listenn glok ar Protogenoi:
Meur a hengoun henc'hresian all zo avat evit a sell ouzh an deogoniezh pe lignez an doueed, bet savet alies a-walc'h gant ar varzhed o-unan.
Gant ur re brederourion henc'hresian e oa bet savet bep a deogoniezh hiniennel gant pep a b-Protogenoi:
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.