Poultr du

From Wikipedia, the free encyclopedia

Poultr du

Poultr-du a raer eus un danvez-tarzh entanus a veze implijet evit teurel bannadelloù dre armoù-tan ha da lakaat e ardivinkoù evel an tanioù-arvest. Abaoe dibenn an XIXvet e implijer dreist-holl poultr divoged e munisionoù an armoù-tan.

Arabat eo droukveskañ gant Poultr divoged.
Thumb
Greun poultr-tarzh
Da bep ment hec'h implij resis.

Ur meskaj 75 % holen-moger (KNO3), 15 % karbon (C) ha 10 % soufr (S) eo ar poultr du a vez fardet an aliesañ.

Istor

Adal kreiz ar I kantved e voe mesket holen-moger (nitrat a botasiom) ha soufr a-benn fardañ louzeier evit ar yec'hed[1], alese anv sinaek ar poultr-tarzh : 火藥 (pinyin huǒ yào), "tan dramm".

Thumb
Delun sinaat ar poultr-tarzh
War-dro 1044

War-dro ar bloavezh 808 e teskrivas an alkimiour Qing Xuzi ur meskaj a zo tost d'ar poultr-du[2]. E kreiz an IXvet kantved e kaver meneg eus perzhioù entanus ar meskaj-se en ur skrid daoat[3][4] ; ne voe ket pell Sinaiz o tennañ splet eus an dizoloadenn-se : kenderc'hiñ poultr-tarzh a rejont a-hed kantvedoù evit armoù evel bannerioù-flammennoù, bombezennoù, fuzeennoù ha minennoù kent fardañ ar fuzuilhoù kentañ a voe en Istor ar bed.[3]

E-kerzh an XIIIvet kantved e veajas rekipe ar poultr-tarzh betek an Arabed, hep mar dre India, Syria hag Egipt[5]

D'an hevelep mare ez erruas ar rekipe en Europa, dre alouberien o tont eus Mongolia war a hañval.[3] Ar meneg kentañ eus poultr-tarzh a gaver dindan pluenn ar prederour saoz Roger Bacon (war-dro 12141294), en e skrid Opus Majus. Adal neuze e voe gwellaet ar rekipe tamm-ha-tamm, dizoloet e voe an tanioù-arvest (a oa anezho e Sina abaoe pell dija), hag e 1774 e stalias ar roue gall Loeiz XIV Melestradurezh Roueel ar Poultroù ma labouras ar skiantour Antoine Lavoisier (1743-1794).

An holloueziadur Wikipedia brezhonek eo embanner ar bajenn-mañ, hogen ne c'hall ket an ditouroù embannet amañ bezañ lakaet da stummadur pe aotre da geñver an embreger danvezioù-tarzh.

Gwelet ivez

Daveeennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.