Pipi Gonto zo un dastumad danevelloù diwar zorn Dir-na-Dor (Dir-na-Dorr a vije skrivet bremañ), anv pluenn Erwan Charlez Mari ar Moal (1874-1957), aozet en ur skritur tregeriek.
E gwirionez eo tri levr disheñvel zo bet en anv-se: daou embannet ha moulet e Sant-Brieg, e 1902 ha 1908, hag unan embannet e Kemper ha moulet e Brest e 1925.
E 1902 e voe kentañ embannadur Pipi gonto, gant an ti-moullañ Prudhomme, e Sant-Briek; in-8 e oa e vent, 225 pajenn a oa ennañ, ha 7 skeudenn gant E. Dudoret[1].
Ne veze ket skrivet ar "z" na vez ket distaget e yezh Treger: bue, blei, neve, met divezan.
E 1908 e voe embannet ul levr all, anvet Pipi Gonto ivez, gant kontadennoù nevez avat, bepred gant Prudhomme Sant-Brieg; ment in-8, VIII-184 fajenn[5]. Hini ebet eus ar c'hontadennoù ne oa en embannadur 1902.
Ur c'hentskrid gallek, pemp pajennad anezhañ, zo diwar-benn unvaniñ ar yezh, KLT nevez-flamm e 1908, hag a zispleg lod eus an doareoù leonek a gaver amañ hag ahont e-barzh ar skrid.
Ur c'hentskrid brezhonek zo goude.
Ar c'haz du
Beaj Fanch Ar Minous da Bariz
Kovizion eur pôtr Yaouank
Eun nosvez Nedeleg
Job an ti-all pezig en pemp tolen. pezh c'hoari fentus.
E 1925 e teuas trede embannadur Pipi Gonto E Kemper e ti Ad. Le Goaziou, leorier – 7, streat Sant-Fransez; in-4 eo ar vent, 240 pajenn zo el levr.
Arabat eo bout souezhet gant stumm leonek ar ger straet, pa lenner e diwezh trede embannadur Pipi Gonto: Peurvoullet gant Ti-Moullerez La Presse Libérale du Finistère – 4, streat ar C'hastell, Brest – an 31 a viz Eost 1925.
War ar golo:
DIR-NA-DOR (E. AR MOAL) — PIPI GONTO – MARVAILHOU – Mouladur neve reizet
Un erminig gant al lugan Evit ar yez hag ar Vro
E KEMPER - E TI AD. LE GOAZOU, LEORIER - 7, STREAT SANT-FRANSEZ - 1925
A-raok an talbenn ez eus bruderezh evit Gwechall-goz e oa..., MarvailhouG. MILIN (priz: 10 real), Eur zac'had marvailhouYvon CROQ (Eostig Kerinek) (20 real) ha BilzigF. AL LAY (20 real), gant ar meneg "Evit ar frejou-kas dre ar post 15 dre gant ouspenn."
Tresadennoù giz keltiek/iwerzhonat zo e penn hag e dibenn pep kontadenn, hogen n'eus meneg ebet eus anv o aozer(ez) neblec'h. Un unarouez bihan zo e korn gevred tresadenn pevare tal ar golo[7].
Disheñvel eo diouzh an embannadurioù diagent: 6 kontadenn nevez zo en trede embannadur, met lamet ez eus bet div gontadenn hag un tamm pezh a oa e levr 1908.
Muioc'h a ditouroù Pajennoù, Danvez ...
Pajennoù
Danvez
(Gwarez)
Moulet a zo bet ivez pemzek leor war baper Holland, niverennet eus a 1 da 15.
el lodenn gentañ e kaver 6 eus 7 kontadenn embannadur 1902,
en eil lodenn e kaver 3 eus 6 kontadenn embannadur 1908.
Eus an daou levr all e vank 4 c'hontadenn:
eus al levr kentañ:
Pipi ar Bourdou ha Yan an Asanter, moarvat ne oa ket kavet mat a-walc'h.
eus an eil levr
Beaj Fañch Ar Minous da Bariz...
Kovizion eur pôtr Yaouank
Job an ti-all
Abalamour d'an unvaniñ degaset gant emglev ar skrivagnerien e 1908 e voe kemmet doare-skrivañ geriennoù zo, en ur virout doareoù tregeriek ("z" ebet e gerioù evel "anaveet, anean, bean, de, gweenn, ive, koueet, neve, ru, trugare", hag all).
e 1902
pajenn 68: ar mestro, an treo
pajenn 69: skwiz ê
pajenn 106: lez da voto
pajenn 107: treo all
pajenn 108: (karget a) zonezono, parko
pajenn 109: dellido, pividik a vado
pajenn 121: sonjo
pajenn 196: kildroenno
Ouzhpenn al liesterioù en o e kaver ivez lod en ou:
toullou (106); juntou, a-wechou (107); e waziou, sailhou-pik (108)
e 1908
Daoust ma lavar an oberour klask unvaniñ, e vir alies doareoù tregeriek, ken e kaver an daou zoare aliezik (hag a-wechoù an daou stumm er memes frazenn):
a-wechoù eo, a-wechoù e:
pajenn 21: n'e ket Itien eo ken n'e ken gantan, diskarg eo e gonsians, n'e ket mantrus
pajenn 68: n'e ket d'ac'h
pajenn 69: n'e ket gwir, n'e ket sec'hed, pan e toull
pajenn 96: N'e ket se eo se.
pajenn 112: vel eo dleet, n'e ket gwir
a-wechoù o, a-wechoù ou:
pajenn 18: ivinou, stalafou, a galonou, deliou ha boto, serr da c'heno
pajennoù 68 ha 89: tudou; pajenn 93 tudo
a-wechoù er-meaz (hervez distagadur Leon) a-wechoù er-maez, e-kichen da vez
pajenn 18: er-meaz da distanan
pajenn 67, 68: er-meaz
pajenn 69: otro (aotrou); d'ac'h (deoc'h);
pajenn 110: er-maez, 'maez
kemmadur d/z a-wechoù, kemmadur ebet a-wechoù all:
Pipi Gonto. Emgleo Breiz. 2001. Adembannadur e falc'huneg, ha n'eo ket er skritur orin. Ret e vefe gwiriañ peseurt kontadennoù zo bet adembannet neuze.