From Wikipedia, the free encyclopedia
Roue al Lazh zo ur romant brezhonek, skrivet gant Erwan ar Moal hag embannet gant Mouladurioù Hor Yezh e 1996. 154 pajennad en holl zo etre an teir rann, pe tri fennad, anezhañ.
En notenn d'al lennerien (pajenn 7, hogen hep niverenn warni) e lenner e oa bet embannet al lodenn gentañ e Kroaz ar Vretoned (n'eo ket skrivet pegoulz). Pa baouezas Vallée gant ar sizhunieg ne voe ket embannet ar peurrest.
Diwezhatoc'h, hervez an notenn bepred, e voe embannet an div lodenn all, gant an titl Roue al Lazh, e Feiz ha Breiz, renet gant Perrot, hogen kemmet e voe brezhoneg an oberour, re dregeriek moarvat d'ar rener.
E 1996 e vije bet adwelet ar brezhoneg hag adtregeriekaet.
Un dra zo ha ne lenner ket en notenn: skrid al lodenn gentañ a gaver ivez en dibenn embannadur Pipi Gonto, gant Buhez Breiz e 1925, pajenn 166, hag anvet Kloareg Kersaozon.
Pa geñverier ar pajennoù kentañ e weler
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.