From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar peñse eo an anv a roer d'ar gwalldarvoud a lak ul lestr pe un nijerez da vezañ kollet pa vez o verdeiñ war pe a-us an dour. Un degouezh ken boutin eo ma vez strewet listri a bep seurt e strad ar morioù hag ar stêrioù bras. "Peñse" a reer ivez eus ar pezh a chom diwar an traoù kollet er mor, bag, lestr, tammoù koad ha traoù a bep seurt. Da skouer, ar c'hoad peñse eo an tammoù koad dastumet er mor pe war an aod.
Al listri peñseet koshañ a zo bet jedet o c'hozhni keit ma oa maread an Neolitik. Kavet eo bet gant an arkeologourien-vor pirogennoù, da lavaret eo bagoù pilprennek graet en ur doullañ kefioù ar gwez. An darn-vuiañ a zo bet kavet pe er gwernioù pe el lec'hid e kreiz ar porzhioù kozh.
Dre studiañ al listri-kenwerzh peñseet hag o c'hargoù e c'heller tennañ anaoudegezhioù diwar-benn an eskemmoù a veze e mare pe vare.
Meur a lestr-samm gresian pe roman a zo bet kavet dismantret e strad ar Mor Kreizdouarel ha diouto e weler pegen pouezus e oa ar c'henwerzh dre vor en Henamzer.
Dizoloadennoù listri ar Vikinged a zo bet graet er Skandinavia miret mat en douaroù gleb ha tretet a-zoare evit bezañ diskouezet er mirdioù. E Breizh eo bet kavet ar vag viking nemeti war ar c'hevandir, hini bez norman Enez Groe.
An enklaskoù war listri an amzerioù modern o deus sachet evezh war listri bras ar Spagnoled aet d'ar strad gant kargoù aour hag arc'hant pounner-tre koulz ha listri uhel-bourzh e koad savet gant morluioù ar galloudoù europat.
E-touez an abegoù diniver a zo d'ar peñseoù e c'heller menegiñ :
Reolennoù pennañ gwir ar peñseoù a denn da berc'henniezh al listri war-nes mont da goll pe lezet da verdeiñ hep tud evit o leviañ.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.