Ur ger lies e sterioù eo kanol (reizh benel, liester kanolioù) pa denn d'an dour :
Ur seurt hent eo evit un dour o tiruilh eo da gentañ ha naoz un dourredenn eo. A-wechoù eo kanol kevatal da stêr, unan ledan awalc'h.
Koulskoude e talvez ivez kanol evit ur stumm douarel all hag a denn d'ar mor : pa vez strizhet ar mor etre daou aod, hini un enezenn hag hini an douar, da skouer. Ur ger kevatal da aber eo ivez, implijet e lec'hioù Breizh'zo n'anavezer ket ar ger aber. A-wechoù e vez anv eus ar ganol-vor.
Alies e tave kanol d'un dourredenn savet ha kleuziet gant an Den. Met peurvuiañ n'eus dour o tiruilh ennañ p'eo klasket kaout ul ledennnad dour kompez ma ya al listri-samm (anvet gobiri) o verdeiñ aes warnañ. Setu perak e vez kleuziet naozioù lies o live gant dorioù evit lakaat an dourioù chom hep diruilh. An dorioù-se a vez anvet skluzioù.
Pa 'z eus ur memez pe un douar war dinaou e vez savet seurt diri skluzioù da vezañ digoret ha serret tro-ha-tro gant levier ar gobar.<br:>
Ur pouezh bras azo gant ar c'hanolioù ken eo bet savet anezho en Henamzer koulz e Bro-Sina, e Mezopotamia hag dindan urzhioù an impalaerien roman.
Kanolioù an Henamzer : kanol al lenn Fucino (kleuziet gant Aogustus), kanol etre ar Mor Ruz hag an Nil (sell ouzh kanol Suez).
Kanolioù pennañ
- Kanol Suez
- Kanol Panamá
- Kanol Naoned-Brest
- Kanol Don-Volga
- Kanol ar C'hreisteiz (pe ganol an Daou Vor)
Liamm diavaez
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh. |
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.